Rouantelezh Northumbria



Rouantelezh Northumbria a oa ur rouantelezh angl-ha-saoz e biz Bro-Saoz hiziv. Dont a ra hec'h anv eus ar stêr Humber a verke an harz gant ar rouantelezhioù er c'hreisteiz. Beda Venerabilis an hini a roas an anv-se d'ar vro tra ma oa war zigresk galloud ar rouantelezh dija ha n'ouzer ket petra e oa hec'h anv orin.

Northumbria

Flag
616 – 867 Flag
Location of Rouantelezh Northumbria
Location of Rouantelezh Northumbria
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Hensaozneg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Unvaniezh Bernikia ha Deira 616
 - Aloubet gant ar Vikinged 867

Douaroniezh kemmañ

Krouet e oa bet Northumbria dre unvaniñ div rouantelezh angl-ha-saoz, Bernikia ha Deira. En em astenn a rae adalek ar stêr Humber er c'hreisteiz betek ar stêrioù Mersey ha Forth. Brasoc'h e c'hallfe bezañ bet d'ur mare bennak. Dre vras e oa enni an douaroù-mañ a vremañ:

Orin kemmañ

Savet e voe Northumbria dre unvaniñ div rouantelezh distag : Bernikia ha Deira. Derc'hel a rae Bernikia tirioù an Tee tra ma glote Deira tamm-pe-damm ouzh Yorkshire a-vremañ. Unvanet e voent evit ar wech kentañ e 604 gant Æthelfrith Northumbria, ur roue eus Bernikia a aloubas Deira hag a lazhas he roue Aethelric Deira. Rouantelezh ar su a stagas ouzh e hini met ne voe ket barrek d'he derc'hel pell rak e 616 e voe faezhet ha lazhet gant Raedwald East-Anglia en Emgann ar Stêr Idle. Lakaat a reas hemañ Edwin Northumbria, mab Ælla of Deira da roue Deira ha Bernikia.

E 627 e voe gounezet Edwin d'ar feiz kristen ha dont a reas da vezañ unan eus rouaned pouezusañ Bro-Saoz. Aloubiñ a reas Manav ha Gwynedd met divarrek e voe d'o derc'hel. Faezhet e voe en Emgann Hatfield Chase e 633 gant Penda Mercia ha Cadwallon ap Cadfan.

Ren Oswald kemmañ

Goude marv Edwin e voe disrannet Northumbria etre Bernikia, renet gant Eanfrith Bernikia, ur mab da Aethelfrith, ha Deira a voe renet gant ar roue Osric Deira. Lazhet e voent gant Cadwallon er bloavezh da-heul tra ma kendalc'he roue Gwynedd da wastañ ar vro. Goude muntr Earnfrith e tistroas e vreur Oswald Northumbria d'ar vro gant kadourien pourvezet gant Domnall Brecc Dál Riata avat. E 634 e lazhas Cadwallon en Emgann Heavenfield.

Brasaat a reas Oswald e rouantelezh war-du ar c'hornôg diwar-goust rouantelezhioù Rheged ha Strat Clut. Aloubiñ a reas tachenn Gododdin betek ar Firth of Forth. Dindan e ren e tistroas ar relijion gristen da Northumbria. Sant-Aidan, ur manac'h iwerzhonat deuet eus Iona a voe karget da c'hounit ar bobl d'ar feiz ha savet e voe ur manati en enez Lindisfarne, hag alese e teuas Divi da Vreizh.

Kenderc'hel a rae ar brezel gant Mercia avat, hag e 642 e voe lazhet Oswald gant Penda Mercia en Emgann Maserfield. E 655 e voe aloubet Northumbria gant Penda adarre, gant skoazell Aethelwald Deira, isroue Deira, met faezhet e voe gant Oswiu Northumbria en Emgann Winwaed

Ren Oswiu kemmañ

Trec'het Penda gantañ, setu Oswiu deuet da vout galloudusañ roue Preden. Staliañ a reas mab Penda Peada war dron Mercia ar Su ha stagañ a reas rest ar vro ouzh e rouantelezh. Marteze e harpas Æthelwold East Anglia da c'hounid e dron ha Talorcan, e niz a yeas da roue ar Bikted. Ne badas ket hir ar jeu-se avat. Pusunet e voe Peada e 656 war a seblant ha gouarnerien a stalias Oswiu e Mercia en e lec'h. Kaset kuit e voent etre 657 ha 659 gant un emsavadeg bleniet gant tri uhelad - Immin, Eata, hag Eadberht - a lakkaas Wulfhere Mercia, mab Penda, war an tron. En Essex e voe muntret kevread Oswiu Sigeberht Essex hag erlc'hiet e voe gant Swithhelm Essex a chomas kristien met mont a reas da sujet East-Anglia.

Un dudenn c'halloudus e chomas Oswiu betek fin e vuhez. E 664 e kenstrollas Sinod Whitby ma voe divizet e heulio Northumbria reolenn roman e keñver amzeriad Pask, ar pezh a embannas fin ar Iliz Geltiek.

Northumbria a miras e le'ch goude marv Oswiu betek Emgann Nechtansmere e 685 ma voe lazhet Ecgfrith Northumbria gant ar Bikted. Kollet e voe darn vrasañ hec'h aotrouniezh war an norzh goude-se ha da ziskarr e teoaouas ar rouantelezh.

Diskar ar rouantelezh kemmañ

Goude 685 ez eas war zigresk Northumbria. Daouast ma teuas a-benn Aldfrith Northumbria da vevenniñ drougoù krouet gant faezhidigezh Nechtansmere e kouezhas ar vro en distabilded goude e varv. E lec'h aotrouniezh ur familh nemeti e arvester ouzh ur stourm etre familhoù bras ar vro. Erlec'hier Aldfrith, Osred Northumbria na renas nemet un nebeud mizioù kent bezañ muntret ha kinniget atav e veze galloud ar re o-doa heuliet anezhañ. Adkavout a reas ar vro e stabilded dindan ren Eadbert Northumbria a astennas ar rouantelezh war-du an norzh. Muntret e voe e vab, avat.

War a seblant e stourme pemp familg vras evit an tron. Ouzhpenn-se e oa war zigresk peadraoù ar rouaned e-pad an VIIIvet kantved. Kalz douareier o-doa roet d'an Iliz ha uhelidi, ar pezh a vleinas d'un digresk bras an tailhoù. Faezhidigezh Nechtansmere a dalveze ivez ne c'helle mui goulenn truajoù digant ar rouantelezhioù brezhon. Abeg ur gwanadur eus ar galloud roueel a voe an traoù-se hag e fin ar VIIIvet kantved ne voent mui barrek rouaned Northumbria da lakaat o youl war ar vro.

An aloudabeg viking ha fin ar rouantelezh kemmañ

Nebeut tre a anavezer diwar-benn istor Northumbria. An tabud etre an tiegezhoù roueel a genderc'has, war a seblant ha da vuioc'h-muiañ skoet gant an aloudabegoù viking ez eas ar rouantelezh.Lazhet e voe Raedwulf Northumbria e 844 ganto asambles gant un niver vras ag uhelidi hag e 866 e voe aloubet ar vro gant al Lu Vras Pagan. Ur brezel diabarzh a oa d'ar mare-se etre Osbert Northumbria hag e geveler Aelle. Daoust ma strolljont asambles da stourm ar vikinged e voent faezhet ganto e 867.

Goude an emgann-se e tremenas Deira dindan kontrol reizh an alouberien met is-rouaned saoz a gendalc'has da ren e Bernikia betek adaouldabeg ar rannvro gant Athelstan e 927.

Daveoù kemmañ