Deira
Ur rouantelezh angl en hanternoz Bro-Saoz etre dibenn ar Vvet kantved ha deroù ar VIvet kantved e oa Deira (pe Derenrice pe Dere en hensaozneg).
Deira | ||||
| ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Yezh(où) | Hensaozneg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Istor | ||||
- Krouidigezh gant an Angled | VIvet kantved | |||
- Staget ouzh Bernikia | 679 |
En em astenn a rae eus an Humber betek an Tees hag eus ar mor betek ar Vale of York. Hervez Simeon of Durham ez ae betek an Tyne met gouez e oa ar vro goude an Tees. E gêrbenn gentañ a oa war-dro Pocklington moarvat, met dilec'hiet e voe da York goude aloubidigezh rouantelezh Ebrauc gant Edwin Northumbria.
Gerdarzh
kemmañUn anv brezhonek (pe predenek) e vefe, pe diwar Deifr (doureier) pe diwar Daru (derv). Talvezout a rafe "tud an Derwent", ar ger en deus roet an anv-lec'h Derventio.
Istor
kemmañRoue kentañ Deira a anavezer a oa Ælla met moarvat e oa Angled o chom er vro abaoe ar marevezh roman. Hervez ar C'hronik angl-ha-saoz en-defe Ælla skrapet ar vro digant ar Vrezhoned e 581 goude marv Peredyr Arueu Dur en un emgann a-enep tud Bernicia. Goude marv Ælla ez eas e rouantelezh gant Æthelfrith, roue Bernicia, a unvanas an div rouantelezh dindan an anv Northumbria.
Adkrouet e voe rouantelezh Deira gant Edwin Northumbria. Aloubiñ a reas Bernikia buanik hag adkrouiñ Northumbria. Derc'hel a reas e benngêr e York, avat.
Rouaned
kemmañ- Ælla (roue Deira), roue kentañ Deira.
- Æthelfrith Northumbria
Daveoù
kemmañ- Geake, Helen & Joanthan Kenny (eds.) (2000). Early Deira: Archaeological studies of the East Riding in the fourth to ninth centuries AD. Oxford: Oxbow. ISBN 1-900188-90-2
- Higham, N.J. (1993). The Kingdom of Northumbria AD 350-1100. Stroud: Sutton. ISBN 0-86299-730-5