Manac'h

paotr relijius hag a vev en ur manati

Ur manac'h zo un den a vev hervez e relijion o lakaat ar vuhez speredel a-raok buhez ar c'horf. Un dra gozh eo an doare bevañ-se en istor an Denelezh, ha kavet e vez e meur a relijion. Dont a ra ar ger eus ar gregach μοναχός, monachos.

manac'h
religious occupation
Iskevrennad eusmonastic, religious figure Kemmañ
Rann eusurzh venec'h Kemmañ
Anv er yezh a orinμοναχός Kemmañ
Tachenn vicherelmonasticism Kemmañ
Staget ouzhmonastic Kemmañ
Dezverket drepaotr Kemmañ
Stumm gourel an dikedennmoine, monaco, vienuolis, чернець, monje Kemmañ
ISCO-08 occupation class3413 Kemmañ
ISCO-88 occupation class2460 Kemmañ
Enebet ouzhleanez Kemmañ
Sofonisba Anguissola (1556)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Manac'hegezh

kemmañ

Manac'hegezh, hervez Geriadur Roparz Hemon eo an anvioù a vez graet eus obererezh ha reolennoù ar venec'h hag al leaned.


Merc'hed

kemmañ

Leanez a vez graet eus ur plac'h pe ur vaouez, pe manac'hez dre fent.

Manati

kemmañ

Bevañ a ra al leaned en ul leandi. Ur manati a zo ul leandi bras. Dindan beli un abad emañ an abati ha dindan beli ur priol eo ar prioldi, hag a zo dindan beli un abati. Enebet eo ar vanac'hiezh ouzh ar penitiouriezh|benitiouriezh]] pa vez ar benitiourien o vevañ o-unan en ur peniti.

Er voudaegezh "Theravada" ez eus bet anv a vanac'hiezh 25 kantved 'zo. P'eo ar brederiadenn an dra pennañ er voudaegezh ez eus ur plas anat evit ar vanac'hiezh hag e klask ar Voudaidi mont da repuiñ evel menec'h en ur prantad eus o buhez.

Hervez an hengoun eo bet ganet ar vanac'hiezh kristen diwar atizh sant Pakom war-dro 330 e Egipt e-kichen Nag Hammadi. Klasket en deus bodañ kristenien aet da glask repu en dezerzh pa oa heskinadur Diokletian oc'h ober e reuz. Egipt a zo bet un dachenn dibar, rak e veze tud kloastret dija war-dro templ Serapis hag an emgastiz a zo ar pont etre an daou relijion.
A-raok ma vo aotreet ar relijion kristen gant Kustentin e oa ar merzherenti an doare aesañ evit gounid ar salvidigezh.
Leaned ha leanezed o deus klasket tapout o salvidigezh diwar ar bedenn hag ar brederiadenn er sioulded hag an dilavar. Sant Anton Meur a vroude an dud da vezañ penitiourien evit heuliañ roudoù ar C'hrist dindan levezon ar Spered santel. Er c'hontrol e lavare sant Pakom e oa dañjerus an digenvez pa c'hell kas d'an dispi. Kinnig a rae ma veze bodet ar venec'h evit ar merennoù nemetken, pep hini o prederiañ en e unan devezh-pad en ur c'hellig.

Manac'hegezh kristen ar C'hornôg

kemmañ
 
Manac'h katolik

E 361 eo bet diazezet ar c'hentañ manati a zo bet e Kornôg Europa gant Martinus (pe Sant Marzhin Teurgn) war un dachenn roet gant Hilarius, eskob Poitiers. En abati Ligugé (Vienne) ne oa nemet lochennoù graet gant brankoù evit reiñ goudor d'ar venec'h, met e c'houlenne sant Marzhin ma kemeront prantadoù evit al labour e-kreiz amzerioù evit ar bedenn.
Rak e deus kroget ar manac'hiezh gant ar vuhez-arvestal a-raok ma teuio an diforc'h etre an urzhioù leaned oberiant hag an urzhioù-arvestal.
Koulskoude, n'eo ket ket Egipt kavell nemetañ ar manac'hiezh p'eo bet ganet ar vanac'hiezh kristen e pep lec'h e derou ar relijion ofisiel nevez. E broioù ken pell hag Iwerzhon eo bet staliet manatioù e lec'hioù digenvez evel inizi Skellig e kreiz an donvor (a-raok ar VIvet kantved). Kustumoù dibar a zo bet d'ar venec'h gelt evel un tres ispisial evit troc'hañ ar blev, dougen dilhad gwenn ha vouetañ un tantad diehan. Setu perak e komzer eus ar vanac'hiezh keltiek.

Er Grennamzer en deus tizhet e varr ar manac'hiezh e Europa p'eo bet diazezet un niver bras a urzhioù leaned ha p'eo bet savet un niver divent a leandioù (manatioù, abatioù, prioldioù). War tiriadoù roet dezho gant ar galloudoù hag ar feizhidi o deus gounezet pe lakaet da vezañ gounezet pep seurt a broduerezh diwar al labour-douar. Dre an difraostañ eo bet kemmet ar maezioù hag ar gweledvaoù. Gorreadoù bras a oa goloet gant ar c'hoadeier a zo bet kemmet da barkoù, da bradeier ha da winiegoù (ezhomm o doa ar venerc'h eus ar gwin evit lidañ an oferennoù hag evit evañ bemdez.
Ul levezon bras en deus bet ar vanac'hiezh war treuskas ha diorraodur ar sevenadur p'eo bet eilet kellies al levrioù dornskrivet gant ar venec'h. Sell ouzh an Azginivelezh karolingat.
Luskad ar brotestanted a glaskas adaozañ ar relijion kristen e Europa e kreiz ar XVIvet kantved hag e kavas gwelloc'h ar gristenien mod-nevez ober hep ar vanac'hiez pa soñjent e oa da bep feizour kavout ur gemmenadenn gant Doue hep hanteradur ar velein hag al leaned. N'eus manac'hiezh ebet en ilizoù protestant.


Sant Benead a Nursia (480-547) en deus savet ur manati e Subiaco hag, da-c'houde e Monte-Cassino (150 km eus Roma). Savet en deus ur reolenn vuhez evit ar venec'h hag a zo bet ar pimpatrom evit an holl urzhioù menec'h e Kornôg Europa. ""Ora et labora" (Ped ha labour) a zo bet e ger-ardamez. Chomet eo hini ar venec'h beneadiz.


 
Menec'h er Grennamzer

Hervez ar reolenn e vez aozet buhez ar manati hervez pennaennoù speredel ar gumuniezh (degemer ar baourien, karantez breurel, amzerioù ar bedenn-stroll), met e teskriv an aozadur pleustrek ivez ar reolenn (eurioù an devezh, kefridioù ar venec'h, stummadur an novised).

An tiegezhioù menec'h

kemmañ

El leandioù e kaver un aozadur diwar patrom Lez an Neñvoù gant un den, un abad(ez) pe ur priol(ez) en e benn hag tud war derezioù resis ha n'eo ket aotreet da nep estreget ar venec'h pe al leanezed mont e-barzh klozadur ar venec'h a ya a-dreuz an iliz pa vez ar venec'h er chantele dispartiet gant ur gloued diwar an dud voutin bodet en nev. :
Dindan atebegezh an abad pe hini ar priol emañ

  • Ar venec'h o deus roet o gouestloù paourentez, diorged ha sentidigezh hag a zo staget da vat d'al leandi. Diforc'hioù bras e-keñver o niver e c'heller bezañ etre ar manatioù (eus 4 da 300).
  • An novised a vez stummet evit mont da vanac'h ;
  • Ar vevelien : ar re-mañ a zo tud lik ha n'int ket leaned, met servijerien al leandi int. Lojeiz o deus er savadurioù pe er-maezh gant o familh.

 

Kumuniezh ar venec'h

kemmañ

Al lenneien (pe literati)

kemmañ

Ar venec'h lenneg a oar lenn ha skrivañ hag o deus bet stummet e latin war ar c'helennoù klasel : yezhadur latin, helavarded, daelerezh ken e c'hellont komz ha skrivañ latin. Ar strollad-mañ a ren gouarnamant ar gumuniezh pa vezont bodet er chabistr evit reiñ titouroù ha kuzuliañ an den hag a zo en o fenn (an abad pe ar priol).
Kargoù pennañ a zo dezho (labourat, merañ, evezhiañ, parañ, stummañ, aozañ, lidañ an ofisoù). An darnvuiañ anezho a zo bet desavet ha stummet a kloastr al leandi e-lec'h ma 'z int deuet pa oant bugale. E o zouez ez eus mibien ha merc'hed an noblañs o deus bet resevet an deskadurezh relijiel ha lennegel en o familh.<br\> Kinniget eo bet ar vugale-se d'al leandi gant o c'herent pa 'z eus bet lidet an obladur (hag obladed e vez graet eus outo). War-dro 15 bloaz e roont o c'houestloù.

Ar venec'h dizesk

kemmañ

Ar vreudeur lik n'int ket evit bezañ engouestlet pa 'z int deuet e-barzh al leandi pa oant oadourien dija ha darn anezho a zo ken dizesk ha n'int ket da vezañ stummet. Fiziet eo dezho ar c'hargoù pleustrek.

Kargoù ar venec'h

kemmañ

Bez ez eus ofiserien bennañ a zo en o c'harg aozañ ha lakaat ar gumuniezh da vont mat en-dro :

  • an abad
  • ar priol
  • ar c'hiniad (pe ar c'haner-iliz)
  • an arboeller
  • ar sakrist
  • an herberc'hour
  • ar c'hambrelan
  • ar predvaour
  • ar c'hlañvdiour

Ar re-se o deus diskargoù pe dreist-wirioù evit bezañ gouest seveniñ o c'hargoù. Ne c'hell ar venec'h all, "menec'h ar c'hloastr", nemet ren o buhez hervez an eurioù diwar ar reolennoù boutin.

E penn familh ar venec'h emañ an abad (eus an arameeg abba=tad). Dilennet eo gant ar venec'h lenneg evel atebeg war an amzerell (latin temporalis) gant galloudoù an aotroù gladdalc'hel koulz ha war an traoù speredel. Envel a ra an ofisourien ha ret eo kaout e asant pa vez kaoz eus sevel pe kemm ar c'hustumoù bihan ha bras. Ober a ra disentezioù ma vo herberc'het ar gantreerien evit un amzer berr ha ma vo sikouret ar re baour.

Ar savadurioù menec'h

kemmañ

Savet e vez ar savadurioù hervez tresoù resis evit ma vo lec'hioù ar bedenn hag ar vuhez menec'h e-kreiz al leandi. Savet e vez da gentañ an iliz ha staget dezhi ar c'hloastr, ar salioù boutin (sal ar chabistr, ar predva, ar sal tomm) ha kelligoù ar venerc'h. Pelloc'h e kaver ar c'heginoù ha ar savadurioù labour (skriptoriom). Pelloc'h ez eus, er-maezh eus klozadur ar venec'h, savadurioù an atant ha sanailhoù evit an eostoù. Ur voger-kloz a ya e tro al leandi a-bezh hag emañ ur manac'h o wareziñ an nor bennañ. Ur gwazh-dour a dreuz ar savadurioù en kaniennoù mein evit kas dour d'al lavabo, d'ar c'heginoù ha dindan ar prevezioù.