Plac'hed zo unan eus ar gerioù a vez graet eus ar maouezed e brezhoneg.

Poltred ur Plac'h yaouank , Juan de Flandes
Plac'h o lenn ul lizher , gant Jan Vermeer
Mesaerez yaouank, gant William Bouguereau (1885)
Buhez ur plac'h, hervez un dornlevr eus deroù an XXvet kantved.

Da gentañ holl e vez graet ar ger eus un den yaouank a zo benel e reizh, dizimez peurvuiañ. Da neuze eo enebet ar ger

  • ouzh paotr, un den yaouank a zo gourel e reizh; komzet e vez eus plac'hed ha paotred, pe eus paotred ha merc'hed kenkoulz all, rak implijet e vez merc'hed e-lec'h plac'hed ken aes ha tra;
  • ouzh maouez, ur ger a vez graet eus ar plac'hed pa vezont koshoc'h hag en oad da zimeziñ,
  • hag ouzh gwreg, pa vezont dimezet.

Met graet e vez gant ar ger ivez eus ne vern pe zen a reizh venel, bugel, krennardenn, maouez, gwrac'h.

Ar plac'h yaouank el lennegezhAozañ

Stank e kaver ar ger el lennegezh. Kaoz a vez alies eus

  • ar garantez etre paotr ha plac'h, tud yaouank neuze hag amourouzien, hag an darempredoù etrezo diouzh o renkadoù er gevredigezh. Pa veze ret d'ar plac'hed dimeziñ hervez c'hoant o zud e save bec'h a-wechoù.
  • ar plac'h yaouank klañv, hag ar garantez dibosupl

KanaouennoùAozañ

Meur a ganaouenn a zo diwar-benn ar plac'hed, evel "Ar plac'h iferniet". Stank int e Gwerziou Breiz Izel.

Ar plac'h yaouank hag ar marvAozañ

Dodenn ar plac'h a vez tizhet gant ar marv a zo fonnus e lennegezhioù ar bed, pa vez skeudennet an dislavar splann etre un den glan ha diglok he buhez. En Europa e vez anavezet mat planedennoù krijus Antigon hag Ifigenia, kondaonet d'ar marv evit saveteiñ o broioù ha diwar abegoù politikel koulz hag abegoù relijiel.

E sonioù-pobl hag er c'hontadennoù e vez kaoz eus plac'hed a gav gwelloc'h dezho en em lazhañ eget bezañ palforset.

Alban Berg en deus savet ur c'h -Concerto evit ar violoñs e koun ur plac'h aet da anaon, Manon Gropius.

Oberennoù lennegel gant plac'hed evel penn tudennoùAozañ

KontadennoùAozañ

C'hoarivaAozañ

RomantoùAozañ

Oberennoù brezhonekAozañ

  • Plac'h an Erc'h, gant Aourel Korneg, embannet gant TES.
  • Ar Plac'h he c'hoef raden, kanaouenn gant Gilles Servat.
  • Plac'h Landelo, kanaouenn gant Gilles Servat.

LiverezhAozañ

Ar plac'h er relijionoùAozañ

Er relijionoù, meur a zoueez o deus stumm ur plac'h : Atena hag Artemis, an doueezed gwerc'h e mitologiezh ar C'hresianed. Atena a oa skeudenn ar plac'h speredek, ha brezelourez, pa oa Artemis, doueez ar chase hag ar werc'hded.

Er relijion gristen e weler, ur plac'h, ar Werc'hez Vari, o tont da vezañ mamm en ur chom gwerc'hez.

YezhAozañ

Sterioù allAozañ

 
Poltred ur plac'h yaouank, gant Peter Paul Rubens
 
The Time Of The Lilacs (Amzer al lireu), gant Sophie Gengembre Anderson.

Meur a ster zo d'ar ger c'hoazh. Talvezout a ra evit :

  • ur vatezh, un tamm evel e saozneg gant maid (pe e galleg gant fille e-barzh fille de salle, fille de ferme);
  • ur plac'h yaouank, pe e vije ur bugel bras pe e vije ur grennardez, met n'eo ket ur vaouez deuet,
  • ur plac'h yaouank, ha n'eo ket ur wreg, ur vaouez dimezet, tre evel paotr yaouank eta,
  • ur vaouez, ha netra ken, hep derc'hel kont eus an oad : paotred ha plac'hed a c'hall bezañ yaouank pe kozh. Ur plac'h kozh zo evel ur vaouez kozh eta (gwelout Jules Gros, TBP II, p. 416)
 
Ar plac'h e gwenn, Whistler (1862)

Gerioù deveretAozañ

  • plac'hig (plac'hedigoù el liester): ur plac'h yaouankik, ur bugel pe ur grennardenn
  • plac'heta : mont da glask plac'hed
  • plac'hetaer : gwaz pe baotr o plac'heta
  • plac'hetaerez : merc'h pe vaouez o klask plac'hed, hag a blij dezhi ar plac'hed.

Gerioù ha troiennoù gant plac'h pe baotr ennoAozañ

  • plac'h ar gêr, evel paotr ar gêr
  • plac'h-moc'h, evel paotr-moc'h
  • plac'h nevez, evel paotr nevez
  • plac'h-saout, evel paotr-saout
  • plac'h he c'hof, evel paotr e gof, a blij dezhi debriñ
  • plac'h yaouank kozh, evel paotr yaouank kozh

Gerioù allAozañ

Tro-lavarAozañ

  • Bezañ plac'h a-walc'h: bezañ rust un tamm, sec'h, kalet, un tamm drouk. Gwelout: Bezañ paotr a-walc'h.

PaotrezAozañ

Paotrez zo unan eus ar gerioù brezhonek a vez graet ouzh ur plac'h yaouank.

Implijet e vez ar ger paotrez er rannyezhoù na implijont ket ar ger plac'h (pe neuze evel matezh hepken, evel e brezhoneg Leon alies).

Diwar ar ger-se e teu ar ger paotrezenn, a dalv kement ha "plac'hig", pe "plac'h vrav".

Gwelout ivezAozañ

 
Ur plac'h trizek vloaz: Elesbed Iañ.

DaveoùAozañ

Sell ivez ouzhAozañ

LivadurioùAozañ

SkeudennoùAozañ