Plac'h he ferlezenn
Plac'h he ferlezenn | |
Johannes Vermeer, e-tro 1665 | |
eoullivadur war vezher | |
44.5 × 39 cm | |
Mauritshuis | |
Den Haag | |
Izelvroioù | |
Plac'h he ferlezenn (nederlandeg : Het Meisje met de Parel) a zo un daolenn bet savet gant al livour nederlandat Johannes Vermeer e-tro 1665. Unan eus e bennoberennoù eo ivez. Hiziv an deiz e c'haller gwelout an daolenn er mirdi Mauritshuis e Den Haag. A-wechoù e vez graet "Mona Lisa an Norzh" pe c'hoazh "ar Mona Lisa nederlandat" eus an daolenn.
Degouezhad
kemmañPeurliesañ ne ouezer ket kalz a dra diwar-benn oberennoù Vermeer. An daolenn-mañ a zo sinet "IVMeer" met n'eus deiziad ebet warni. Ne ouezer ket hag urzhiet e voe an daolenn, ha ma vije bet urzhiet, ne ouezer ket gant piv e voe graet.
Goude an enklaskoù diwezhañ diwar-benn Vermeer e vez lavaret ez eo an daolenn un 'tronie' (nederlandeg : penn), da lavaret eo un daolenn diazezet war neuz ar penn livet. Ouzhpenn ur poltred e vefe neuze. Abaoe m'eo bet adaozet e 1994, ez eo deuet da vezañ bravoc'h an daolenn, ha kreñvaet eo bet al livioù, spisoc'h eo ivez sell ar plac'h.[1]
Diwar ali Victor de Stuers, hag a zo bet e-pad bloavezhioù o klask mirout na vefe gwerzhet oberennoù Vermeer en estrenvro, e voe prenet an daolenn gant Arnoldus Andries des Tombe e-pad ur werzh diouzh ar c'hresk e Den Haag e 1881 evit daou c'hilder ha tregont santim. D'ar mare-se e oa en ur stad fall-tre an daolenn. Des Tombe n'en doa hêr ebet, neuze e roas an daolenn – e-touez re all - da skipailh Mauritshuis e 1902.[2]
E 1937 e voe roet da National Gallery of Art (Washington) un daolenn damheñvel hag anvet Plac'h o vousc'hoarzhin gant an dastumer Andrew W. Mellon, d'ar mare-se ne ouijed ket ha-eñ e oa bet savet gant Vermeer. E 1995 ec'h embannas Arthur Wheelock, hag eñ arbennigour war oberenn Vermeer, ne oa ket bet savet gantañ, met gant an arzour ha falser Theodorus van Wijngaarden.[2]
An daolenn e oberennoù all
kemmañAr skrivagnerez Tracy Chevalier a skrivas ur romant istorel anvet ivez Plac'h he ferlezenn e 1999[3] Diwar ar romant e voe savet ur film e 2003[4] hag ur pezh-c'hoari e 2008[5].
Daveoù
kemmañ- ↑ Wadum, Jørgen Wadum gant sikour L. Struik van der Loeff ha R. Hoppenbrouwers - Vermeer illuminated. Conservation, Restoration and Research. 1994, Den Haag
- ↑ 2,0 ha2,1 Vrij Nederland (magazin) (26 a viz C'hwevrer 1996), p. 35–69.
- ↑ Winant, Johanna (2000-01-26), Chicago Tribune: Tempo, pajenn 3
- ↑ Ebert, Roger (2003-12-26), "'Girl' painted in subtle shades", Chicago Sun-Times, <http://rogerebert.suntimes.com/apps/pbcs.dll/article?AID=/20031226/REVIEWS/312260301/1023>
- ↑ Billington, Michael, The Guardian, <http://www.guardian.co.uk/stage/2008/sep/30/theatre2>
Liamm diavaez
kemmañ- Plac'h he ferlezenn war lec'hienn Mauritshuis