Mona Lisa

taolenn gant Leonardo da Vinci

Mona Lisa (anavezet ivez evel La Gioconda en italianeg ha La Joconde e galleg) zo un daolenn brudet, marteze an daolenn vrudetañ er bed, graet gant al livour italian Leonardo da Vinci e kêr Firenze e Toskana e deroù ar XVIvet kantved. Un eoullivadur eo, graet war ur banell koad pupli hag unan eus pennoberennoù an Azginivelezh italian. Emañ war ziskouez e Mirdi al Louvre, e Pariz, e Bro-C'hall.

La Gioconda

An anv

kemmañ

Meur a dezenn zo, met bremañ e soñjer e talv Mona kement ha Ma donna (ma itron, itron) ha Lisa eo anv an itron Lisa Gherardini, gwreg ar marc'hadour Francesco del Giocondo (1475-1538), ha setu perak e vez kaoz eus La Gioconda, stumm gwregel anv an tiegezh.

Hervez Giorgio Vasari ez eo poltred Lisa del Giocondo, pe Lisa Maria Gherardini hec'h anv plac'h yaouank, bet ganet e miz Mae 1479 e Firenze. Ne oa ket pinvidik he zud ha dimezet e voe da 16 vloaz da vab ur marc'hadour sidan, anvet Francesco di Bartolomeo del Giocondo. Hennezh a oa intañvezet div wech, ha 19 vloaz en doa war Lisa. Pemp bugel o doe etre 1496 ha 1507[1] : Piero, Camilla, Andrea, Giocondo ha Marietta (a gemeras an anv Ludovica e 1521) ; ur verc'hig a voe kollet e 1499[2]

Dont a ra an anv Mona eus Madonna (Ma itron, evel milady e saozneg), berraet e Monna, ha Lisa, anv-badez kentañ ar vaouez.

Ar poltred

kemmañ

Hêrezh

kemmañ
  • Mona Lisa, ur ganaouenn gant Ray Evans ha Jay Livingston kanet gant Nat King Cole er film Captain Carey, e 1950.

Notennoù

kemmañ
  1. (en) Johnston, Bruce : Riddle of Mona Lisa is finally solved: she was the mother of five, e 'The Telegraph, 01/08/2004. Kavet : 04/06/2023.
  2. Zöllner, Frank : Leonardo's Portrait of Mona Lisa del Giocondo, 'Gazette des Beaux-Arts, 1993, levrenn 121, niverenn 5, pp. 115–138. Kavet : 04/06/2023.