Mauritshuis
Mauritshuis (nederlandeg a dalvez Ti Maoris) a zo ur mirdi gouestlet d'an arzoù, lec'hiet e Den Haag en Izelvroioù. Savet eo bet ar savadur etre 1636 ha 1641. Bet eo ti Johan Maurits van Nassau-Siegen. Ennañ e kaver oberennoù gant Johannes Vermeer, Rembrandt van Rijn, Jan Steen, Paulus Potter, Frans Hals ha gant Hans Holbein yaouank. En holl e kaver tost 800 oberenn ennañ.
Ar savadur
kemmañGoude marv ar priñs Johan Maurits e 1679 e voe perc'hennet ar savadur gant ar familh Maes, hag a feurmas ar savadur da c'houarnamant an Izelvroioù. Al lod brasañ eus ar savadur a voe distrujet abalamour d'un tan-gwall e 1704. Kempennet e voe neuze ar savadur etre 1708 ha 1718[1] E 1820 e voe prenet Mauritshuis gant gouarnamant an Izelvroioù, gant ar pal staliañ ennañ dastumad livadurioù ar roue.[2].
Ar mirdi
kemmañDigoret e voe d'an dud e 1822[3]. Ur mirdi stad e voe betek ma vefe lakaet da brevez e 1995. Un diazezadur a ra war-dro an oberennoù, padal ez eo bepred perc'henn ar Stad war ar savadur.
Oberennoù brudet a gaver er Mauritshuis
kemmañ-
Paulus Potter
An tarv (e-tro 1647) -
Frans Hals
Paotr e vousc'hoarzh (e-tro 1625)
Notennoù
kemmañ- ↑ Tan-gwall ha nevesaat, embannet gant Mauritshuis http://www.mauritshuis.nl/index.aspx?Chapterid=2364&Contentid=
- ↑ Mauritshuis o tont da vezañ ur mirdi, embannet gant Mauritshuis http://www.mauritshuis.nl/index.aspx?ChapterID=2365&ContentID=17655
- ↑ Mauritshuis o tont da vezañ ur mirdi, gant Mauritshuis http://www.mauritshuis.nl/index.aspx?chapterid=2365