Izelvroeg
An izelvroeg[1][2], pe nederlandeg (diwar an anv izelvroek nederlands)[3], pe hollandeg[4] (diwar an anv galleg) eo yezh ofisiel an Izelvroioù ha hini un toulladig Stadoù bet en o dalc'h, evel Surinam, an Antilhez Nederlandat, Aruba. Ur yezh ofisiel eo ivez e Belgia, hag unan eus yezhoù ofisiel Unaniezh Europa.
Nederlandeg (Nederlands) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Izelvroioù Belgia Frañs Surinam Aruba Antilhez Nederlandat |
Rannved : | Europa |
Komzet gant : | 22 000 000 |
Renkadur : | 37-48 |
Familh-yezh : | Yezhoù indezeuropek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Izelvroioù Belgia Surinam Aruba Antilhez Nederlandat Unaniezh Europa |
Akademiezh : | Nederlandse Taalunie |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | nl |
ISO 639-2 | dut / nld |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | NLD |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Komzet e vez ivez e norzh Frañs, er vro anvet Flandrez an Arvor pe Westhoek.
Gerdarzh
kemmañSavet eo an anv izelvroeg diwar anv an Izelvroioù, ha nederlandeg diwar anv Nederland, a zo anv izelvroek an Izelvroioù. E brezhoneg e c’heller kavout ivez hollandeg, abalamour d'ar c'hemmesk graet e galleg etre ar vro a-bezh, an Izelvroioù, hag ur broviñs anezhi, proviñs Holland (gwelout Rouantelezh Holland, krouet gant Napoleon evit e vreur). Un anv all a gaver c’hoazh, e skridoù brezhonek gwechall, evit ar yezh-se a-wechoù : flamancqaich[5], flamankeg[6] pe flamanteg pe flamantach (Daveoù a vank); war skouer ar pezh a veze lavaret e galleg gwechall (flamand).
Yezh ar sinoù
kemmañ- Ar re vouzar a ra gant Yezh ar Sinoù Izelvroek.
-
An nederlandegva en Europa
- ↑ izelvroeg /izɛlˈvroːek/ h.g. S.o. nederlandeg, Geriadur brezhoneg An Here, 2001, pajenn 649b.
- ↑ E Geriadur Hemon-Huon e 1993 hag e Geriadur Al Liamm, 2014.
- ↑ Termofis ; nederlandeg eo ivez e roll brezhonek ar yezhoù e Wikipedia.
- ↑ E Geriadur Vallée, p. 362. E Geriadur Hemon-Huon e 1993. Diwar an anv gallek hollandais, implijet dre fazi.
- ↑ Geriadur Gregor, p. 561.
- ↑ Geriadur Vallée, p. 307.