ISO 639-3
Trede rann ISO 639 eo ISO 639-3. War ar stern emañ c'hoazh. Labourat e e vez warnañ evit ledanaat ISO 639-2 evit ma vefe ur c'hod unvan evit holl yezhoù ar bed.
Lakaet eo bet e pleustr dijañ ar brouilhed e 15vet embannadur Ethnologue.
Renablet e vez e ISO 639-3 an holl yezhoù bet renablet dija e ISO 639-1 hag ISO 639-2 oc'h implijout kodoù T ISO 639-2 kentoc'h evit kodoù B seul wezh ma c'heller.
Skouerioù:
Yezh | 639-1 | 639-2 (B/T) | renkadur | 639-3 |
Saozneg | en | eng | hiniennel | eng |
Alamaneg | de | ger/deu | hiniennel | deu |
Arabeg | ar | ara | makro | arb + meur a hini all |
Minnan | (zh-min-nan) | hiniennel | nan |
D'an 30 a viz Mezheven 2005 e oa bet renablet er brouilhed 7602 yezh.
Implijet e vez teir mammenn evit ar yezhoù da vezañ renablet: diazezet e vez ar roll war ar yezhoù renablet e ISO, bet ledanaat dre ouzhpennañ ar yezhoù a-vremañ e 15vet embannadur Ethnologue 15th edition mui hen yezhoù ha hen rannyezhoù ha yezhoù savet a-ratozh tennet diwar Linguist List.
Graet e vez ISO/FDIS 639-3 eus ar brouilhed diwezhañ-holl bet votet diwar e benn e miz Eost 2006 evit ma vo lakaet e pleustr da vat a-raok fin ar bloaz.
Makroyezhoù
kemmañKavet a reer e ISO 639-2 56 yezh ma vez graet "makroyezhoù" oute gant SIL [1].
Lod eus ar makroyezhoù-mañ ne oa ket bet renablet evel yezhoù en o-unan e ISO 639-2, d.s. 'ara'. Lod all, avat, a veze renablet ar yezhoù enne unan hag unan dija e 639-2, d.s. 'nno'~'nob'.
Yezhoù zo (d.s. 'arb'), bet renablet evel rannyezhoù ur yezh all (d.s. 'ara') e ISO 639-2 a c'hell bezañ lakaet da yezhoù en o-unan ma vez ezhomm hervez ISO 639-3 evit gallout ober war-dro yezhoù e stadoù diglosek.
Listenn glok ar makroyezhoù..
Kodoù a-stroll
kemmañDave a ra kodoù zo da sammoù yezhoù peurheñvel kentoc'h evit yezhoù resis. Yezhoù a-stroll avez graet eus ar re-mañ ha ne vezont ket renablet e e ISO 639-3.
Gwelit ivez
kemmañPorched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |