Ethnologue
Ethnologue: Languages of the World a zo anv ur gelaouenn, embannet war ar Gwiad ivez, eus SIL etrebroadel (anavezet gwezhall evel "Skol-uhel yezhoniezh an hañv"[1]), un aozadur yezhoniezh kristen hag a studi ar yezhoù zo anavezet an nebeutañ, da gentañ evit pourchas Bibloù e yezh orin ar poloù a glaskont avielañ.
Kavout a reer stadegoù evit 6 912 yezh war The Ethnologue en e 15vet moulladur, embannet e 2005 (pa oa muioc'h evit 6 809 er 14vet moulladenn embannet e 2000) gant titouroù evel niver ar yezherien, al lec'h ma vevont, ar rannyezhoù, ar gerentiezh gant ar yezhoù all, daoust ha kavet e vez ar Bibl er yezh-mañyezh, ha kement zo. Hiziv an deiz ez eo ar renabl yezhoù klokañ zo er bed, gant roll Linguasphere.
E 1984, the Ethnologue a embannas ur reizhiad kodañ a deir lizherenn, anvet SIL code, evit anavezout kement yezh a zeskriv. This set of codes significantly exceeded the scope of previous standards, e.g., ISO 639-1. Ar 14 moulladur, embannet e 2000, a oa enni 7148 kod yezh na glote ket lies gant kodoù an ISO 639-2. E 2002 e oa goulennet digant the Ethnologue labourat gant an Aozadur etrebroadel evit ar skoueriekaat[2] (ISO) evit enframmañ e godoù en ur raktres standard etrebroadel. Bremañ ec'h implij The Ethnologue ar standard-se, anvet ISO 639-3. Er 15vet moulladur, embannet e 2005 e kaver 7299 kod.
A-wezhioù ec'h arguzenner diwar-benn neptuegezh Ethnologue evel aozadur skiantel, da skouer evit a sell ouzh rummatadur ar yezhoù semitek.
Titouroù kozh
kemmañDaoust da Ethnologue da vezañ adwelet ha nevesaet ingal, kalz eus an titouroù zo kozh a-walc'h. An titouroù evit Bro-Iwerzhon da skouer zo diazezet war niveridigezh 1983, daoust ma'z eus bet teir niveridigezh all abaoe.