Eil rann ISO 639 eo ISO 639-2 ha talvezout da god yezh unvan, ennañ 464 kod teirlizherennek ("kodoù Alpha-3") implijet evit anavezout yezhoù ar bed.

Dindan beli Levraoueg Kendalc'h ar Stadoù-Unanet eo ISO 639-2.

Kroget e oa bet da labourat war ISO 693-2 e 1989 peogwir ne oa ket klok a-walc'h ISO 639-1 e-keñver an niver a c'heller renabliñ gant ar c'hod divlizherennek-se hag embannet e oa bet ISO 693-2 evit ar wezh kentañ e 1998.

Daoust ma vez roet ur c'hod hepken da bep yezh hervez ISO 639-2, ez eus 23 yezh hag o deus daou god: ur c'hod "levraouegiñ", anvet ISO 639-2/B, hag ur c'hod "terminologel" kod, anvet ISO 639-2/T, savet diwar anv saoznek ar yezhoù-se. Kavet e vez pep hini eus an 23 yezh-se e ISO 639-1 ivez.

Bez' ez euz kodoù ouzhpenn evit ober dave da blegennoù dibar :

  • mis ("miscellaneous languages") : yezhoù a-bep seurt;
  • mul ("multiple languages") : a dalvez pa implijer meur a yezh hep rankout o resisaat unan hag unan ;
  • ne vez ket implijet ar c'hodoù eus qaa betek qtz ;
  • und ("undetermined") : implijet pa ranker menegiñ ur yezh met pa n'haller ket he anavezout ;
  • zxx: implijet evit resisaat n'eus "danvez yezhoniel ebet" (ouzhpennet d'ar 11 a viz Genver 2006)


Kodoù a-stroll

kemmañ

Dave a ra kodoù zo da teskadoù yezhoù peurheñvel kentoc'h eget da yezhoù resis. Yezhoù a-stroll a vez graet eus ar re-mañ ha ne vezont ket renablet en ISO 639-3.

Setu roll ar yezhoù a-stroll hag o c'hodoù hervez ISO 639-2:

Renkadur a-stroll damsklaer e 639-2

kemmañ

Renkadur a-stroll peursklaer e 639-2

kemmañ

Kodoù B ha T

kemmañ

Pa vez tu e vez savet kodoù ISO 15924 diwar re ISO 639-2 en ur ober gant ar c'hodoù kentoc'h evit ar c'hodoù T seul wezh ma c'heller.

ISO 639-3 a ra gant ar c'hodoù T.

Gwelit ivez

kemmañ
  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.