Yezh kalvezadel

(Adkaset eus Yezh savet a-ratozh)

Ur yezh kalvezadel pe yezh savet a-ratozh (saoz. constructed language pe conlang) a zo ur yezh bet savet gant unan bennaket pe ur skipailh tud. Da lâret eo ez eo ur yezh savet a-ratozh ar c'hontrol-mik diouzh ar yezhoù naturel diorroet a-hed an amzer gant an dud.

Lod eus ar yezhoù savet a-ratozh oa bet ijinet evit bezañ implijet gant an dud evel ma vefe yezhoù naturel anezhe (dreist-holl evel yezhoù etrebroadel ouzhpenn ar re naturel). Lod all avat oa bet krouet evit meur a bal all, da skouer evit reiñ un tamm buhez da skridoù faltazi evel re Dolkien, o klotaat neuze meur a wech gant bedoù savet a-ratozh ivez..., evit gwirikaat damkanoù yezhoniel evel al lojban, evit gallout daremprediñ gant tud dre guzh (d.s. an awolang [1]) pe c'hoazh evit dudi an dud a bled gante (d.s. ar cinpzy [2])

A-wechoù e vez implijet an termen yezh steuñvet (saoz. planned language) evit komz eus ar yezhoù a seurt-se savet evit bezañ implijet gant an dud evel yezhoù naturel evel an esperanteg, rak ne blij ket alies da gomzerion ar yezhoù-se termenoù all a vez implijet alies a-walc'h evel yezh kalvezadel (saoz. artificial language) abalamour ma'z eo ar yezhoù-se ken naturel hag ar re all herveze. Implijet e vez an termen-mañ gant ar re a ra gant an esperanteg. Peurliesañ eo pal seurt yezhoù talvezout da yezhoù etrebroadel ouzhpenn, da lâret eo yezhoù sañset bezañ neptu a c'hellfe bezañ desket ouzhpenn ar yezhoù-mamm (pe yezhoù kentañ) evit mont e darempred gant an dud dre ar bed a-bezh.

RenkadurAozañ

Bez e c'heller ober an diforc'h etre daou doare yezh savet a-ratozh hervez o framm :

  • yezhoù a priori: n'int ket diazezet na war ur yezh naturel resis bennaket, na war frammoù kavet e-touez yezhoù ar bed. Ral-tre eo ar yezhoù a seurt-mañ.
  • yezhoù a posteriori: diazezet war yezhoù naturel pe oc'h implijout perzhioù yezhoniel a vez kavet er yezhoù naturel, ds. an esperanteg, ar volapük [3] hag an inter celtic [4]

Diouzh an tu all e c'hellont bezañ renket ivez hervez o fal, da skouer :

  • yezhoù etrebroadel ouzhpenn: da vezañ implijet evel eil-yezh evit gallout mont e darempred gant tud a ra gant ur yezh disheñvel, d.s. interlingua [5] hag en o fenn an esperanteg;
  • yezhoù fantazi - bet krouet evit reiñ plijadur aestetik, d.s. ar yezh quenya ijinet gant Tolkien [6];
  • yezhoù evit palioù resis (saoz. engineered languages): isrannet e yezhoù filozofel, d.s. an eurun [7] ha yezhoù poellel (saoz. loglangs), d.s. al lojban [8]

Yezhoù zo a zo bet savet a-ratozh kaer evit diskouez hag-eñ eo gwir pe get Damkan Sapir ha Whorf, da lâret eo hag-eñ e vez levezonet an doare da soñjal gant frammoù ar yezhoù a gomz an dud, d.s. ur yezh evit ar maouezed eo al láadan [9] evit en em dizober eus techoù ar gevredigezh diazezet war berzhioù gourel pe c'hoazh ur yezh n'haller lâret nemet traoù dudius ha positivel ganti eo an toki pona [10]

A-hed ar c'hantvedoù, rak hir eo istor ar yezhoù savet a-ratozh, o deus un nebeud yezhoù a seurt-mañ bet tapet gante tud o deus o desket evel yezh kentañ. C'hoarvezout a ra kement-mañ dreist-holl gant ar yezhoù etrebroadel ouzhpenn evel an esperanteg komzet gant etre 200 ha 2000 a dud evel yezh kentañ, hag en 19vet kantved gant ar volapük.

Kurius eo goût memestra e oa bet klasket kelenn ar yezh klingon [11] ijinet evit Star Trek evel yezh kentañ d'e vab gant d'Armond Speers, met ne deuas ket a-benn abalamour d'an diouer a c'heriaoueg er yezh-se, d.s. gerioù boutin evel '"kador" pe "taol".

Yezhoù etrebroadelAozañ

Yezhoù zo a zo bet krouet evit ar bed a-bezh, evel ar volapük[1], an esperanteg pe an ido.

Yezhoù all a zo bet krouet evit broadoù hag o deus ur yezh kar. Ar slovio[2] hag an etreslaveg[3] a zo bet krouet evit kehentiñ etre ar broadoù slavek.

Yezhoù all c'hoazh a zo bet krouet evit un tiriad. Meur a yezh a zo bet krouet evit aesaat ar c'hehentiñ en Europa, da skouer. An eurolang[4] a zo aet da get, evel an europanto[5], ha ne oa ket bet kinniget evel ur raktres sirius. Re all a hañval bezañ diorroet dalc'hmat : an uropi[6], an eubabel[7], an europeo[8] hag an Nove Latina[9].

UkroniezhAozañ

Yezhoù zo a zo bet krouet evel pa vije emdroet o yezh orin en hevelep doare hag ar yezhoù hengounel. O emdroadur eo an hini en dije o yezh orin ma vije en em astennet war un tiriad all. Evit o sevel ez eo bet argemmet geriaoueg o yezh orin hervez al lezennoù fonetek a gaver er yezh o dije erlec'hiet. Ar brithenig, emdroadur al latin m'en dije hemañ ziwezhañ kemeret lec'h ar predeneg e Breizh-Veur, eo ar yezh kentañ bet krouet evel-se. Ur yoc'h yezhoù all ar seurt-se a zo bet ijinet d’e heul.

Tu da lakaat ar yezhoù-se e-touez ar yezhoù hengounel e renkadur ar yezhoù. E touez ar yezhoù romanek, da skouer, e vije ur skourr nevez, ar yezhoù keltromanek, a gaver ennañ ar brithenig hag ar breathanach, emdroadur al latin, m'en dije troadet hemañ ziwezhañ en Iwerzhon diwar-goust an iwerzhoneg kozh.

Liammoù diavaezAozañ

DaveoùAozañ

  1. Load ar volapük.
  2. Load ar slovio.
  3. Load an etreslaveg.
  4. Dielloù load an eurolang.
  5. Load an europanto.
  6. Load an uropi.
  7. Load an eubabel.
  8. Load an europeo.
  9. Load an Nove Latina.