ISO 639
Sistem kodoù unvan ISO evit renabliñ hag anavezout yezhoù ar bed eo ISO 639 isrannet e meur a rann.
Betek-hen eo bet lakaet da ofiel an div lodenn gentañ (ISO 639-1 hag ISO 639-2) keit ha m'emeur o c'hortoz ma vezefe lakaet e pleustr an trede lodenn (ISO 639-3) ha war ar stern emañ c'hoazh al lodennoù all.
- ISO 639-1: 2002 Kodoù evit renabliñ yezhoù dre o anv -- Rann kentañ: kodoù divlizherennek ("Alpha-2") Listenn glok kodoù ISO 639-1
- ISO 639-2: 1998 Kodoù evit renabliñ yezhoù dre o anv -- Eil rann: kodoù teirlizherennek ("Alpha-3") Listenn glok kodoù ISO 639-2
- ISO/FDIS 639-3: 2006? Kodoù evit renabliñ yezhoù dre o anv -- Trede rann: kodoù teirlizherennek ("Alpha-3") evit an holl yezhoù Listenn glok kodoù ISO 639-3
- ISO/CD 639-4: 2007? Kodoù evit renabliñ yezhoù dre o anv -- Pevare rann: Pennaennoù hollek hag alioù heñchañ evit lakaet e pleustr kodoù yezh
- ISO/DIS 639-5: 2007? Kodoù evit renabliñ yezhoù dre o anv -- Pempvet rann: kodoù teirlizherennek ("Alpha-3") evit familh-yezhoù ha strolloù-yezhoù
- ISO/CD 639-6: 2007? Kodoù evit renabliñ yezhoù dre o anv -- C'hwec'hvet rann: kodoù pederlizherennek ("Alpha-4") evit holl doareoù yezh
Implijoù ar c'hodoù ISO-639
kemmañImplijet e vez kodoù yezh ISO-639 evit diellaouiñ ha levraouegiñ dreist-holl. Implijet e vezont ivez evit URL ar Wikipediaoù hervez o yezh.
Gwelit ivez
kemmañ- Kod yezh
- ISO 3166 (kodoù broioù)
- ISO 15924 (kodoù evit doareoù skrivañ)