Rann gentañ ISO 639 eo ISO 639-1 ha talvezout da god yezh unvan, ennañ 136 kod divlizherennek implijet evit anavezout yezhoù brasañ (pe muiañ-implijet) ar bed, da skouer:

  • saozneg: en (diwar ar stumm saoznek "English")
  • alamaneg: de (diwar ar stumm alamanek "Deutsch")
  • japaneg: ja (diwar ar stumm saoznek "Japanese"; e japaneg: nihongo)

Lakaet e oa bet da ofisiel listenn ar c'hodoù ISO 639-1 e 2002 daoust ha ma oa bet implijet evel brouilhed e-pad un nebeud bloavezhioù dija.

Ouzhpennet e oa bet ar c'hod diwezhañ, ht evit kreoleg Haiti, d'ar 26 a viz C'hwevrer 2003.

Dindan beli Infoterm (Kreizenn Dermenadurezh Etrebroadel) emañ kodoù ISO 639-1.

Ne vez ket ouzhpennet kodoù nevez da ISO 639-1 seul wezh ma vez oute dija e ISO 639-2. Met ma vez implijet ur c'hod e ISO 639-2 evit ober dave da veur a yezh e c'hello bezañ krouet meur a god war-lerc'h e ISO 639-1 evit anavezout ar yezhoù-se unan-hag-unan ha didalvez e teufe da vezañ neuze ar c'hod kozh ISO 639-2.

Kodoù ouzhpennet goude embannadur miz Genver 2001:

ISO 639-1 ISO 639-2 Anv Deiziad kemm Doare kemm Kod hollek kent
io ido Idoeg 2002-01-15 Ouzhpennet art
wa wln walloneg 2002-01-29 Ouzhpennet roa
li lim limbourgeg 2002-08-02 Ouzhpennet gem
ii iii yieg 2002-10-14 Ouzhpennet
an arg aragoneg 2002-12-23 Ouzhpennet roa
ht hat kreoleg Haiti 2003-02-26 Ouzhpennet cpf

N'eus kod ispisial ebet evit ar "makroyezhoù (s.o. ISO 639-3).

Gwelit ivez

kemmañ
  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.