Yezhoù afrikat-hag-aziat
familh yezhoù
(Adkaset eus Yezhoù afrez-aziatek)
Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù afrikat-hag-aziat, ennañ war-dro 240 yezh komzet gant 285 milion a dud e Norzh Afrika, Reter Afrika ar Sahel ha Mervent Azia. Ar yezhoù e skourr ar yezhoù semitek eo ar re nemete zo komzet er-maez eus Afrika dreist-holl.
Daoust ha ma'z eus bet kinniget sellet ouzh Etiopia aliezik a-walc'h evel al lec'h ma oa bet ganet er penn-kentañ an holl yezhoù afrez-semitek, n'eo ket gwall sur eus pelec'h e teuas ar gentyezh afrikat-hag-aziat e gwirionez.
Perzhioù boutin zo etre ar yezhoù er familh-mañ:
- daou jener o devez, ha merket e vez ar reizh venel gant un t;
- urzh ar frazenn: Verb-Rener-Renadenn dra (VSO) hag a-wechoù ivez Rener-Verb-Renadenn dra (SVO);
- kensonennoù stambouc'hus distaget e meur a zoare disheñvel hervez ar yezhoù resis;
- morfologiezh hervez patromoù pa cheñch ar gerioù dre gemmoù diabarzh ha n'eo ket dre ouzhpennañ rakgerioù pe lostgerioù hepken.
tonennoù a vez kavet en un nebeud yezhoù er familh-mañ.
Rannoù ar yezhoù afrikat-hag-aziat
kemmañSetu penaos e vez renket ar yezhoù er familh-mañ:
Gwelet ivez
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- A comparison of Orel-Stolbova's and Ehret's Afro-Asiatic reconstructions
- The Origins of Afroasiatic by Paul Newman (Requires Science Magazine subscription)