Tonenn (yezhoniezh)

Pa vez implijet elfennoù a denn da uhelded ar yezh (saoz. pitch) gant ur yezh bennaket evit ober an diforc'h nemetañ etre gerioù disheñvel e vez graet un donenn anezhañ. Daoust ha ma vez implijet an ton, d.l.e. kemmoù hervez uhelded ar vouezh, gant holl yezhoù ar bed evit pouezañ war un elfenn resis, hag all, n'eo ket gant an an holl yezhoù avat e vez implijet an ton a seurt-se evit ober an diforc'h etre gerioù gante bep ur ster disheñvel. Pa dalvez tonioù ar vouezh d'ober an diforc'h etre gerioù a vefe heñvel-poch an eil diouzh egile e vez graet tonemoù (saoz. toneme) oute (Kv. fonem).

Daoust ha ma'z eo gwir ne ra ket an darn vrasañ eus yezhoù Europa gant seurt tonennoù, ken gwir all ez eo avat ma vezont implijet gant an darn vrasañ eus ar yezhoù all dre ar bed-holl, en o zouez ar re a vez graet ar muiañ gante evel ar sinaeg.

Yezhoù gant tonennoù

kemmañ

Implijet e vez tonennoù gant an darn vrasañ eus ar yezhoù er familh sinaek-tibetek, en o zouez ar sinaeg putonghua (pe 'mandarineg'), ar c'hantoneg pe c'hoazh an tibeteg. Gant lod all, koulskoude, ne vez ket implijet seurt tonennoù, sur-mat abalamour da levezon yezhoù all warne, d.s. an newareg kaozeet e Nepal.

Kavet e vez yezhoù gant tonennoù e meur a familh yezh all, da skouer :

Peurliesañ ne vez ket implijet tonnoù gant ar yezhoù er familh aostronezek, d.s. ar yezhoù malayeg-indonezeg na gant ar yezhoù polinezek evel ar vitieg (pe 'fidjieg').

Daoust hag e vez lâret aliesik a-walc'h e vez implijet tonenoù gant un nebeud yezhoù indezeuropek evel al lituaneg, ar sloveneg, ar serbeg, ar c'hroateg, e gwirionez ez eo kentoc'h uhelder ar vouezh a cheñch ha n'eo ket tonennoù-rik ez eo a vez implijet gant ar re se. Diouzh an tu all avat e vez implijet tonennoù gwirionoc'h gant ar svedeg hag an norvegeg.

Skouerioù

kemmañ

Setu un nebeud skouerioù eeun evit diskwel mont-en-dro an tonennoù er sinaeg (pe kentoc'h putonghua). Pemp tonenn disheñvel (o kontañ an donennn mann) zo hag a c'hall bezañ implijet evit ober an diforc'h etre gerioù a vefe heñvel-poch a-hend-all.

Setu an tonennoù:

  1. Hir, uhel, plaen: notennet ā;
  2. War-gresk betek tizhout uhelder an donenn gentañ: notennet á;
  3. Disgreskiñ un tamm bihan a-raok adpignat betek live-kregiñ an eil donenn: notennet ǎ;
  4. War-gouezhañ o kregiñ e live an donenn gentañ hag o kouezhañ betek dindan live kregiñ an eil tonenn: notennet à
  5. An donenn mann (pe tonenn skañv 輕聲). Uhelder ha stumm ar donenn-mañ a zeu diwar an tonennoù war he zro. A-wechoù notennet gant ur ront (·).

Setu penaos e vez implijet an tonennoù evit ober an diforc'h etre silabennoù ha neuze etre gerioù damheñvel:

  • "mā" 'mamm'
  • "má" 'kouarc'h'
  • "mǎ" 'marc'h'
  • "mà" "gourdrouz"
  • "ma" (hep tonenn) 'rannig goulennata'

Ur frazenn oc'h implijout an holl gerioù a-is:

媽媽罵馬的麻嗎?"
"Daoust ha m'emañ mamm o c'hourdrouz kouarc'h ar marc'h?"

Bez' e c'hell an tonennoù en em levezonin an eil hag eben hervez reolennoù luziet pe luzietoc'h anvet sandhi tonennoù.

Sonliv ha keflusk

kemmañ

Dre vras e c'heller isrannañ ar yezhoù a ra gant tonennoù etre sistemoù o tennañ d'ar sonliv (saoz. 'register') pe d'ar c'heflusk (saoz. 'contour').

  • Tonennoù diazezet war gefluskoù: n'eo ket uhelder ar vouezh a gont nemetken, met an doare ma pign ha ma kouezh, d.s. ar sinaeg.
  • Tonennoù diazezet war sonlivioù: Amañ ne gont nemet uhelder hag izelder ar vouezh, d.s. ar yezhoù bantouek (pe 'ntu').


Gwelit ivez:

kemmañ