Skeuliadur tonennel
Er yezhoniezh e vez implijet an termen skeuliadur tonennel (saoz.: Tone terracing) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus un doare diskennred tonennel ma'c'h a war izelaat live an tonennoù da heul an eil war-lerc'h eben.
Kemmañ a c'hell live an hevelep tonenn ar-hed ar gomz, o vont war izelaat atav, betek ma n'hall ket diskenn pelloc'h war kromenn live ar gomz ha neuze e krog en-dro live ar gomz war an live diazez adarre.
Kavet e vez stank ar skeuliadur tonennel e-touez ar yezhoù komzet en Afrika ar C'hornôg dreist-holl.
Kavet e vez daou doare skeuliadiadur tonennel diazez e-touez yezhoù ar bed: diouzh un tu ec'h a live an holl donennoù war diskenn tamm-ha-tamm an eil war-lerc'h eben evit ma van an hevelep diforc'h live kenetreze atav hag en degouezh-mañ e ranker kregiñ e-dro adalek al live gomz boutin ur wezh tizhet al live izelañ m'eo gouest da distagañ an hini a zo o komz; diouzh a tu all, avat, e van live an donenn izelañ war live izelañ vouezh an hini a gomz keit ha ma'c'h a luve an tonennoù all war diskenn tamm-ha-tamm ha neuze ec'h a war dostaat an diforc'h live kenetreze hag en degouezh-mañ e ranker kregiñ e-dro adalek al live gomz boutin ur wezh ma teu re dost live an eil tonenn ouzh eben evit gallout o diforc'hañ.
Alies a-walc'h eo an donenn izela a hini a zo kiriek d'an diskennred ha levezonet e c'hell bezañ gant ar skeuliadur tonennel pe an holl tonennoù da heul pe c'hoazh an holl tonennoù nann-izel da heul nemetken.
Luzietoc'h eo mont-en-dro ar skeuliadur tonnnel e twieg komzet e Ghana, ganti teir zonenn: "uhel", "kreiz" (pe "etre") hag "izel" ha gallout a ra kregiñ ur ger bennak gant ur silabenn merket gant an donenn uhel pe gant an donenn izel. Evel ma c'hoarvez e meur a yezh all implijet gante ar skeuliadur tonennel, e twieg e krog hag e van un donenn izel e live izelañ mouezh an hini a zo o komz. Goude un donenn izel e tiskenn live un donenn uhel.
C'hoarvezout a ra an diskennenn donennel ivez etre div donenn greiz. Ha nueze e c'heller lâret ec'h eo un donenn uhel n'eus forzh peseurt tonenn gante an hevelep live hag un donenn uhel pe un donenn greiz araozi ha izeloc'h emañ atav live un donenn greiz evit un donenn uhel pe c'hoazh un donenn greiz araozi. Bewezh ma degouezh un donenn izel pe un donenn greiz e vez lakaat da diskenn live an tonennoù uhel pe uheloc'h da heul en un doare hollek betek tizhout all live izelañ hervez mouezh pep hini ha neuze e ranker kregiñ en-dro adalek al live diazez.
Taolenn 1. Skeuliadur tonennel e twieg gant tonennoù kreiz renk-ouzh-renk (uhel pe izel a rank bezañ an donenn gentañ)
(live diazez) | silabenn 1 : | silabenn 2 : | silabenn 3 : | silabenn 4 |
---|---|---|---|---|
(uhel) | ||||
(kreiz) | kreiz | |||
kreiz | ||||
kreiz | ||||
(izel) | izel |
Taolenn 2. Skeuliadur tonennel e twieg gant tonennoù uhel ha tonennoù kreiz an eil re war-lerc'h ar re all
(live diazez) | silabenn 1 : | silabenn 2 : | silabenn 3 : | silabenn 4: | silabenn 5 |
---|---|---|---|---|---|
(uhel) | uhel | ||||
(kreiz) | kreiz | uhel | |||
kreiz | uhel | ||||
(izel) |
Taolenn 3. Skeuliadur tonennel e twieg gant tonennoù uhel ha tonennoù izel an eil re war-lerc'h ar re all
(live diazez) | silabenn 1 : | silabenn 2 : | silabenn 3 : | silabenn 4: | silabenn 5: | silabenn 6 |
---|---|---|---|---|---|---|
(uhel) | uhel | |||||
uhel | ||||||
(kreiz) | uhel | |||||
low | ||||||
(izel) | izel | izel |
Pa seller pizh ouzh an taolennoù 2 ha 3 e komprener pegen diaes e c'hell bezañ evit un den bet desket an twieg ganti da eil yezh ober an diforc'h etre an heuliad "uhel-izel-uhel" hag "uhel-izel-uhel".
Levrlennadur
kemmañ- J.E. Redden and N. Owusu (1963, 1995). Twi Basic Course. Foreign Service Institute (Hippocrene reprint). ISBN 0-7818-0394-2
Gwelit ivez:
kemmañPorched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |