Pignenn (yezhoniezh)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen pignenn (saoz.: upstep) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ar fed ma'c'h a war gresk live an donenn a silabenn da silabenn pe a c'her da c'her en ur yezh ganti tonennoù.

Talvezout a ra da fonem e yezhoù 'zo, kalz raloc'h evit an diskennenn avat.

Gant al lizherenneg fonetikel etrebroadel e vez merket ar bignenn gant ur birig . A-wezhoù, evit abegoù teknikel, e implijer an arouezenn ¡ e lec'h ar birig, d.s.:

haousaeg: [túrán↑tʃí nè] ("saozneg eo")

Daoust ha ma c'hell seblantout bezañ heñvel outañ ec'h eo disheñvel ar bignenn, o tennañ war-eeun d'ar yezhoù enne tonennoù nemetken, diouzh ar fed m'ac'h a mont war uhelaat lusk ur frazenn en ur yezh hep tonenn ebet.

E haousaeg, da skouer, e kaver pignennoù tonennel rik hag ivez kemmoù lusk.


Gwelit ivez:

kemmañ
  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.