Fonem
E yezhoniezh e vez implijet an termen fonem pe soniad (saoz.: phoneme) war dachenn ar fonologiezh evit komz eus keal teorikel ur sonenn hervez framm fonologel ur yezh resis. Da lavarout eo n'eo ket kevatal ur fonem d'ur fonenn hepmuiken war-eeun met kentoc'h da berzhioù ar fonennoù en ur yezh resis liammet ouzh ar semantik.
Kemmañ a ra ar fonemoù a yezh da yezh, da skouer en armenieg Ղ ղ distaget [ʁ] (treuzskrivet a-wezhoù <ġ>) a zo ur fonem disheñvel diouzh Ր ր distaget [ɾ] (treuzksrivet <r> peurliesañ), pa'z eo alofonennoù e brezhoneg an daou fonem-se dre ma tenn an distagadurioù disheñvel-se da zoare-komz hiniennel an dud pe d'ar rannyezhoù lec'hel ha n'eo ket da framm ar yezh war-eeun.
Evit gouzout hag-eñ e talvez ur fonenn (da lavarout eo ur sonenn resis) da fonem en ur yezh bennak e klasker reoù gerioù gante pep a ster disheñvel gante dre ziforc'h ur fonenn nemetken, da skouer "kar" ha "par".
Pa ne gaver diforc'h-ster ebet etre seurt reoù gerioù en ur yezh resis evit daou fonem disheñvel e rankont bezañ lakaet da alofonennoù, da skouer [ɹ], [r] ha [ʁ] (<r>) e brezhoneg hag a gemm hervez ar rannyezh hag an dud pe [x] ha [χ] (<c'h>) implijet hervez o lec'h en ur ger.
Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel e ranker skrivañ treuzskrivadennoù fonemek etre beskelloù (/ /) keit ha ma vez skrivet etre sonnelloù ([ ]) treuzskrivadennoù fonetikel.
Diaes e c'hell bezañ pa vezer o klask dielfennañ pe deskiñ fonemoù ur yezh dianav betek-henn kompren pere eus ar fonennoù implijet ganti a zo fonemoù, dreist-holl pa ne glota ket framm fonologel ar yezh-se gant patromoù ar yezhoù anavet gant ar c'hlasker pe an desker, da skouer dre ma'z eo alofonennoù e saozneg ar c'hensonennoù dre serriñ c'hwezhet e c'hell bezañ techet ur saozneger da grediñ n'hall ket bezañ fonemoù an hevelep fonennoù er yezhoù all daoust ha m'eo gwir ar c'hontrol evit meur a yezh indezek evel an hindeg.