E yezhoniezh e vez implijet an termen alofonenn (saoz.: allophone) war dachenn ar fonologiezh evit komz eus meur a fonenn damheñvel o tennañ d'an hevelep fonem, da lavarout eo doareoù distagañ resis ur fonem hervez doare-komz pep hini, ur rannyezh pe c'hoazh hervez kenarroud fonetikel ha framm morfologel ha/pe fonologel ur fonem.

Graet e vez an diforc'h etre daou zoare alofonenn disheñvel o mont-en-dro:

  • Alofonennoù klokaus (saoz. complementary allophones) : implijet e vez alofonennoù resis hervez ar c'hennarroud fonetikel ha/pe hervez ar framm morfologel ha fonologel, da skouer e saozneg:
Fonem: /p/
> Alofonenn dre c'hwezhañ [pʰ] e penn-kentañ ur ger:
> Alofonenn amdarzh [p̚] e diwezh ur ger
  • Alofonennoù diliamm (saoz. free variants): doareoù distagañ disheñvel hervez boazioù-komz hiniennel pe lec'hel na dennont ket da framm ar yezh ha na dalvezont ket da lakaat kemmoù etre gerioù gante ur ster disheñvel, da skouer e brezhoneg ar fed ma vez distaget ar fonem /r/ > [ɹ], [r] pe [ʁ].


Gwelit ivez

kemmañ