Diskennenn (yezhoniezh)
Er yezhoniezh e vez implijet an termen diskennenn a(saoz.: downstep) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ar fed ma'c'h a war digresk live an donenn a silabenn da silabenn pe a c'her da c'her en ur yezh ganti tonennoù.
Talvezout a ra da fonem e yezhoù 'zo ha kalz stankoc'h e vez kavet evit ar bignenn.
Un elfenn a-bouez eo ar bignenn e meur a yezh komzet e Afrika ar C'hornôg.
Gant al lizherenneg fonetikel etrebroadel e vez merket ar bignenn gant ur birig ↓. A-wezhoù, evit abegoù teknikel, e implijer an arouezenn ! e lec'h ar birig.
Daoust ha ma c'hell seblantout bezañ heñvel ouzh ar fed ma c'hell mont war izelaat live lusk ar frazenn, da skouer e japaneg, ec'h eo disheñvel an diskennenn outañ dre ma tenn war-eeun d'ar yezhoù enne tonennoù nemetken.
Gallout a ra degouezhout ur diskennenn fonetik etre elfennoù gante an hvelep tonenn, da skouer pa degouezh div donenn greiz an eil war-lerc'h eben e twieg e vez distaget an eil hini war un ton izeloc'h evit an hini gentañ. Ur perzh a-bouez e c'hoari an diskennenn neuze er diskennred hag er skeuliadur tonennel.
Luziet a-walc'h e c'hell bezañ mont-en-dro resis an diskennenn hervez reolennoù kevreadurezhel ha fonetikel resis, da skouer e twieg:
/bá/ | (ur) stêr |
/bâ/ | ar stêr (ger-mell strizh: kemm tonenn) |
gant hag hep diskennenn:
/bá tɛ́/ | n'eo ket ur stêr |
/bá ↓ tɛ́/ | n'eo ket ar stêr |
Gwelit ivez:
kemmañPorched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |