Sandhi
Graet e vez sandhi (diwar ar sañskriteg संधि 'saṃdhi'; "liamm") gant ar yezhadurourien (da heul re India) eus kemmadurioù fonetikel a c'hoarvez gant ar soniadoù e degouezhioù 'zo. Arabat kemmeskañ ar c'hemmadurioù a c'hoarvez e brezhoneg hag e yezhoù all diwar abegoù yezhadurel hag ar sandhioù a c'hoarvez diwar abegoù fonetikel.
Pa c'hoarvez ar sandhioù e penn kentañ pe e dibenn ar gerioù e vez graet diavaez anezho ha pa c'hoarvezont e diabarzh ar gerioù e vez graet diabarzh anezho.
Sandhioù sañskritek
kemmañRenablet ha studiet pizh e oa bet ar sandhioù sañskritek hag ar reolennoù a ren anezho abaoe ouzhpenn 2500 vloaz zo en oberenn ar yezhadurour sanskritek Pānini (560-480 kent JK), an astādhyāyī. Lod anezho a zo heñvel e brezhoneg hag e sañskriteg.
Sandhioù brezhonek
kemmañSandhioù diavaez
kemmañPa vez heuliet kensonenn dibenn ur ger gant ur vogalenn e teu, dre vras, ar gensonenn-se da vezañ mouezhiet:
- "Ramp eo" a vez distaget "ramb eo";
- "Mat eo" a vez distaget "Mad eo";
- "Plijus eo" a vez distaget "Plijuz eo".
Nemedennoù
kemmañAr gerioù a echu gant "s" + kensonenn a chom divouezh:
- "Prest eo" a vez distaget prest eo
- "Fresk int" a vez distaget fresk int.
Kaletadur
kemmañA-wechoù, war-lerc'h ur gensonenn-dibenn, e c'hell ur gensonenn deroù-ger kaletaat ha dont da vezañ divouezh:
- b deroù-ger a vo neuze distaget p, ha "pemp bloaz" a vez distaget "pemp ploaz"; heñvel e-barzh hent bras, mab-bihan, paotr bihan, bep bloaz ha plac'h pihan (e-lec'h plac'h vihan)
- d deroù-ger a vo neuze distaget t, hag "ed-du" a vez distaget "etu"; heñvel e-barzh miz Du, lagad du, gwinizh du, ed-du, a-hed-da-hed, 'gav din, me 'gred din;
- "Me gav din" a vez distaget "Me gaf tin".
- pemzek dez hag eizh dez a skriver pemzektez, eizhtez, hervez an distagadur.
- g deroù-ger a vo neuze distaget k, evel e pet gwech, dek gwech, kant gwech, miz Genver, dek gwenneg
- z deroù-ger a vo distaget s en troiennoù tud zo, patatez zo.
Sandhioù diabarzh
kemmañGallout a reer kavout sandhioù diabarzh e brezhoneg pa vez savet gerioù diwar meur a elfenn, ur rakger hag ur wrizienn da skouer.
Skouerioù:
- "en" + "penn" a ro "empenn". Dirak ar gensonenn-weuz p eo deuet ar gensonenn-dant n da vezañ ar gensonenn-weuz m.
- "pred" + "ti" a ro "preti". Dirak ar gensonenn zivouezh t eo deuet ar gensonenn mouezhiet d da vezañ divouezh t, ha kendeuzet eo bet an daou t.
- addont, addozv
Sandhi tonennel
kemmañSandhioù a c'hell c'hoarvezout gant tonennoù daou c'her kichen-ha-kichen. Graet e vez sandhioù tonennel anezho (Daveoù a vank).