Er yezhoniezh e vez implijet an termen sandhi tonennel pe diskennred tonennel (saoz.: tone sandhi) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus un doare sandhi resis ma vez levezonet ganti tonennoù ur yezh bennak hervez reolennoù resis. Da lâret eo e tenn da reolennoù mont-en-dro ar c'hemmoù gouzañvet gant tonennoù resis p'en gav an eil war-lerc'h eben tonennoù resis.

Kavet e vez sandhi tonennel en holl yezhoù gante tonennoù daoust ha ma'z eo pouezusoc'h e yezhoù 'zo evit e yezhoù all.

E sinaeg mandarinek, da skouer, ez eus peder zonenn bennañ: an donenn "blaen-uhel" (pe "kentañ tonenn", sinaeg: 陰平/阴平 yīnpíng); an donenn "war gresk" (pe "eil tonenn", sinaeg: 陽平/阳平 yángpíng); an donenn "digresk-kresk" (pe "trede tonenn", sinaeg: 上聲/上声 shǎngshēng pe shàngshēng); hag an donenn "war digresk" (pe "pevare donenn", sinaeg: 去聲/去声 qùshēn). Hervez reolenn sandhi tonennel kavet an aliesañ pa degouezh div trede tonenn renk-ouzh-renk (˨˩˦) e teu tonen ar silabenn gentañ da vezañ un eil tonenn (˧˥) keit ha ma teu an eil silabenn da vezañ un hanter trede tonenn (˨˩), d.s.:

老鼠 (pinyin: lǎoshǔ) [ lao˨˩˦ + ʂu˨˩˦ ] > [ lao˧˥ʂu˨˩ ] (pinyin *láoshǔ)

Keit ha m'eo sklaer hag eeun a-walc'h eo reolennoù ar sandhi tonennel e yezhoù 'zo evel ar mandarineg, e yezhoù all avat, evel da skouer ar hakaeg hag ar woueg, e c'hellont bezañ kalz luzietoc'h.

Diouzh an tu all, dres evel ma ranker ober an diforc'h etre ar sandhi diouzh un tu hag ar c'hemmadurioù evel ar re a gaver e brezhoneg, eo ret ober an diforc'h atav etre ar sandhi tonennel lakaet e pleustr bewezh m'en em gav tonennoù resis gant tonennoù ersis all ha kemmoù tonennel all o tennañ da gemmoù morfologel, d.s. e kantoneg ppa vez distaget ar sinalun 糖 "tong4" e talvez kement ha 'sukr' keit ha ma talvez 'madig' pa vez distaget "tong2". E mineg ar su e c'heller kenstagañ ar morfem kiaⁿ ('aonig') ouzh ar morfem lâng ('den') evit krouiñ ar ger kevrennek kiaⁿ-lâng hag a gemm e ster hervez ar c'hemmoù tonennel, d.l.e. "kiaⁿ7-lâng" 'kaout aon rak an dud' kv. "kiaⁿ1-lâng" 'spontus'.

Kavet e vez sandhi tonennel e yezhoù all ivez ha n'eo ket nemet er yezhoù sinaek, da skouer e tcherokeeg hag er yezhoù otek-mangeek komzet e Mec'hiko.


Gwelit ivez:

kemmañ
  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.