Sinalunioù (lunioù sinaek) en o skritur hengounel pe eeunaet gant o zreuzskrivadur pinyin zo war ar bajenn-mañ. Sellit ouzh ar skoazell war Unicode pe testit o merdeer ma ne welit ket anezho fraezh.

Sinalunioù a reer eus al logolunioù implijet evit skrivañ ar sinaeg. E saozneg e reer gant chinese character tra ma'z eo bet goveliet ar ger sinogramme e galleg gant ar gelennerien Delphine Weulersse ha Nicolas Lyssenko eus Skol-veur Pariz VII. E sinaeg ec'h implijer an termen 漢字/汉字 hànzì (Sinalun hengounel: 漢字; Sinalun eeunaet: 汉字; Pinyin: Hànzì); talvezout a ra kement ha "lunioù skrivañ an Haned". E brezhoneg eo bet implijet an termen sinalun e 1996 gant an troour ha barzh Yann-Varc'h Thorel en e studiadenn diwar-benn ar varzhoniezh sinaek hag he furmoù.

hànzì 漢字 汉字
Sinalun

Skritur :

Yezhoniezh:

Re all :

Skoazell evit kodañ
Levrlennadur

En desped d'ar pezh a greder alies-kaer e bed ar C'huzh-heol, n'eus ket keallunioù eus an holl sinalunioù, nebeutoc'h c'hoazh hieroglifoù.

Rannet eo bet ar pennad-mañ e meur a lodenn peogwir e oa re vras. Gant al liammoù e-kichen e vo aesoc'h deoc'h merdeiñ. A-benn kompren mat pennad pe bennad e tleer bezañ bet lennet pennadoù all a-raok a-wechoù.

Niver a lunioù kemmañ

Renabliñ a ra unan eus ar geriadurioù sinaek brudetañ, ar 康熙字典 Kāngxī zìdiǎn, Geriadur lunioù Kangxi, bet embannet e 1717 gant Kāngxī, anezhañ eil Impalaer an dierniezh 清 Qīng (1644-1911) – 47 000 lun. Pelloc'h c'hoazh ez a geriadurioù nevesoc'h zo evel ar 中華字海 Zhōnghuá zì hǎi a roll en tu all da 85 000 lun. Evit gwir e vez renablet gant ar geriadurioù-se hapaksoù, fazioù, adstummoù, pe lunioù rouez-kenañ.

War ar pemdez eo trawalc'h gouzout digejañ etre 2 000 ha 4 000 lun evit bezañ gouest da lenn ar c'hazetennoù hag al lennegezh voutin. Gallout a ra al lenneien pe ar gaerskrivourien anavezout ouzhpenn 8000 anezho. 13 500 lun a vez renablet gant an Dictionnaire Ricci de caractères chinois (gwelet levrlennadur) anezhañ ar brasañ geriadur er c'hornôg. Gant al labour imbourc'h bras zo bet ezhomm evit dont a-benn da sevel ar geriadur klok-mañ e c'haller soñjal e klot gant an niver a lunioù implijet ha testeniekaet evit gwir abaoe Henamzer Sina betek an deizioù. N'eo ket bet kemeret e kont aze an "euzhadennoù", an hapaksoù hag an adstummoù rouez betek-re.

En hec'h oberenn meneget el levrlennadur, e vez meneget ar sifroù da-heul gant Viviane Alleton:

  • 80 000 lun disheñvel a ya d'ober an niver hollek, met fantasmet, a sinalunioù. Biskoazh n'eus bet implijet kement a lunioù da vare ebet; ne ra ar geriadurioù a ra anv eus un niver ken uhel nemet renabliñ lunioù na vezont ket implijet ken gant den ebet pe koulz lavaret;
  • Gant 9000 lun e c'haller lenn pep tra war-bouez nebeut (kouskoude e vo posupl atav en em gavout, ral a wech, gant ul lun dianav);
  • 2000 lun zo sañset bastañ d'ar vicherourien; ar feur deskadurezh keitat eo. Ezhomm a vo eus ur geriadur a-wechoù c'hoazh neuze ;
  • 1500 lun a vo trawalc'h d'ar gouerien (ar sifroù-se eo ar sifroù ofisiel lakaet gant ar standardoù deskiñ lenn) ;
  • Gant 1000 lun e c'haller lenn 90% eus ar pezh a vez implijet en embannadurioù war ar pemdez.

Evit gwir e vez kenaozet al lunioù disheñvel evit stummañ gerioù ar yezh.

Emled douaroniel ha yezhel ar sinalunioù kemmañ

Lodenn distag. Diverradur :
Tre evel ma vez impljet al lizherenneg latin evit skrivañ yezhoù deveret evel ar spagnoleg pe an italianeg met ivez evit skrivañ yezhoù all kar a-bell pe estren evel ar brezhoneg pe an euskareg e vez(e) implijet ar sinalunioù en ul lodenn vras eus ar reter-pellañ. Hep mont re bell ganti e c'haller stadañ ez eo bet roet ar patrom loc'hañ evit diorren ar skritur er rannved-se gant Sinaiz. Bras eo eta emled douaroniel ha yezhoniel ar sinalunioù. Ur fazi a vefe, kouskoude, krediñ e vez implijet ar sinalunioù en hevelep doare en holl yezhoù-se...

Lenn ar peurrest eus ar pennad.

Eeunadurioù hag adstummoù lec'hel kemmañ

Lodenn distag. Diverradur :
Hiziv an deiz ez eus dre vras tri seurt "doare" :

Ouzhpenn, e c'haller ober anv eus al lunioù dibar d'ar c'hantoneg hag eus diforc'hioùigoù bihan etre ar sinaluioù dornskrivet hag ar re voullet....

Lenn ar peurrest eus ar pennad.

Penaos e vez eztaolet ar yezh dre ar sinalunioù ? kemmañ

Lodenn distag. Diverradur :
kemmañ

Implijet e vez al lunioù sinaek evit skrivañ yezhoù (amañ yezhoù sinaek). En desped d'ar pezh zo bet gallet krediñ e bed ar c'huzh-heol e-kerzh ar c'hantvedoù tremenet (gant Leibniz peurgetket) n'eus ket eus ar sinalunioù arouezennoù keallunek rik a vije notennet ganto ur seurt yezh reizhpoellek ha furmel hep tamm darempred ebet gant ar yezh komzet.

Ret-mat eo en em c'houlenn eta penaos e vez eztaolet ar yezhoù sinaek dre ar sinalunioù, da lavaret eo kompren petra eo al liamm etre lunioù ar skritur ha daouad sinifier ~ sinifiad ar yezhoù-se. Da gentañ-penn e c'haller lemel kuit diouzhtu krakvennozhioù zo : ul lun ne glot ket dre ret gant ur "ger" ha n'eus ket dre ret ur ster gant pep lun. Pep lun avat, war-bouez unan, a vez distaget en ur sillabenn... Erfin, pa vo bet lennet ar pennad-mañ e vo komprenet perak n'eus ster ebet gant goulenn gouzout e anv e sinaeg.

Lenn ar peurrest eus ar pennad.

Ar sinalunioù hag an urzhiataerioù kemmañ

Ha 10 000 stokell warn-ugent a vije d'ar c'hlavieroù sinaek ? E gwirionez eo aes-tre ha fonnus skrivañ e sinaeg gant un urzhiataer. Ret eo anavezout mat unan eus ar reizhiadoù treuzskrivañ (pinyin, bopomofo...) memes tra. Int eo a c'hoari roll an etrefas. Evit pep soniad pe heuliad soniadoù skoet e vez kinniget d'an den ul listenn lunioù (niverus eo an heñvelsonioù). Ret eo dibab enni al lun a vez c'hoant da skrivañ. Ur wech boaziet e c'haller skrivañ un tamm mat primoc'h eget e brezhoneg zoken rak n'eus ket kement a lizherennoù da vizskrivañ.

Tres grafek al lunioù kemmañ

 
Tres ar sinalun 永 yǒng "peurbadel"

Lodenn distag. Diverrañ :
Doujañ a ra tres ur sinalun da reolennoù strizh a zo merket drezo :

  • an tresañ e-unan war ar follenn pe war ar skramm ;
  • doare an elfennoù a ya d'ober pep lun, en o zouez an alc'hwez (pe pennrann) eo ar pouezusañ...

Lenn ar peurrest eus ar pennad.

Rummatadur ar sinalunioù : Peurt doare lunioù zo ? kemmañ

Lodenn distag. Diverradur :
Meur a seurt lun zo, en o zouez nebeut-nebeut a dreslunioù, un niver bihan a geallunioù (eeun pe kenaozet) hag an darn vrasañ a-bell, anezho kenaozadoù anvet keal-fonalunioù. Dre ma ne implij ar skritur sinaek nemet un niver bihan a geallunioù n'eo ket mat ober skritur keallunek anezhañ...

Lenn ar peurrest eus ar pennad.

Istor ha stiloù kaerskrivañ kemmañ

Lodenn distag. Diverradur :
Hervez an hengoun istorel, e vez graet gant pemp stil disheñvel dre vras evit tresañ ar sinalunioù er c'haerskriverezh (書法 shūfǎ) sinaek...

Lenn ar peurrest eus ar pennad.

A bed seurt kemmañ

Pennadoù kar kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Sellit ouzh ar ger sinalun er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Kentelioù ha dafar deskiñ kemmañ

Geriadurioù kemmañ

Binvioù all kemmañ

Levrlennadur kemmañ


  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.
  中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.