Hieroglifoù Egipt
Ur reizhiad skrivañ eo ar Hieroglifoù. Implijet eo bet e-pad Henamzer Egipt. Mesket e veze enni elfennoù lizherennek, silabennek ha skeudennek. Anvet int linennadoù-skritur e Sketla Segobrani.
Gerdarzh
kemmañDiwar ar gresianeg e teu ar ger hieroglif. Eus ar gerioù ἱερογλύφος (hieroglúphos) hiero- (ἱερός), a dalvez "sakr", ha glif (γλύφειν), a dalvez "benañ". Treuzskrivañ a reer ar frazenn egiptat a dalvez kement ha hieroglifoù evel mdw nṯr skrivet alies medu netjer; ger evit ger "gerioù Doue"].
Istor hag emdroadur
kemmañE-pad bloavezhioù eo bet Pladenn Narmer an enskrivadur hieroglifek kentañ anavezet. Kavet e oa bet e-doug furchadegoù Hierakonpolis (Kaoum al-Ahmar hiziv) e-tro 1890. Bloaziataet e oa bet e-tro 3000 kent JK. E 1998, koulskoude, ur skipailh arkeologourien alaman a oa o furchal en Abidos (Umm al-Qa'ab hiziv) a zizoloas bez U-j a oa d'ur penn-bras rakdinastek; eno e voe adkavet 300 tamm kleiz a oa skrivet kent-hieroglifoù warno. Bloaziataet eo bet ar bez-se e-tro 3400 kent JK.
Tri doare arouezennoù a ya d'ober ar hieroglifoù: arouezennoù fonetek, en o zouez arouezennoù unkensonennek, evel al lizherenneg, met ivez un toullad a verk div pe deir c’hensonenn, skeudennoù, zo evit ur ger, ha dezverkerioù, a verk rummad ster ur ger dilizherennet hep merkañ e dalvoudegezh resis.
A-feur ma'z ae ar skrivañ war-raok e-touez Egiptiz ez eus deuet lizherennoù eeunoc’h war wel. Setu ar pezh a anver ar skritur hieratek (implijet gant ar gloer) hag ar skritur demotek (implijet gant an dud dre vras). Aesoc’h e oa ober gant ar stummoù nevez-se war ar papiruz. N'eo ket evit kelo-se avat ma'z eas ar skritur hieroglifek war ziskar. Kentoc’h e oa meur a zoare implijet keñver-ha-keñver. War Maen Rosetta e kaver war un dro ar skriturioù hieroglifek ha demotek.
Dalc’het e voe d'ober gant ar hieroglifoù dindan ren ar Bersed (a-frapadoù etre ar 6vet hag ar 5vet kantved kent JK.), goude aloubadeg Egipt gant Aleksandr Veur, hag e-pad marevezh Makedoniz hag hini ar Romaned da c’houde. Evit doare, kemplezhded ar hieroglifoù a c’hoarvezas evel ur respont, evit darn, d'ar saviad politikel distabil a oa o ren. Lod a gred dezho o deus c’hoariet ar hieroglifoù ur roll evit lakaat kemm etre 'gwir Egiptiz' hag an alouberien estrañjour (hag o mevelien eus ar vro). Kement-se a c’hall displegañ kraksoñjoù ar skrivagnerien c’hresian ha roman zo deuet betek ennomp diwar-benn ar hieroglifoù. Un displegadenn all eo an emzalc’h peurzoujus zo bet gant ar C’hresianed hag ar Romaned e-keñver ar sevenadur egiptat dre vras. Desket ganto e oa eus ar hieroglifoù testennoù sakr eo bet sellet gant an aozerien gresian-ha-roman ouzh reizhiad kemplezh met poellek ar hieroglifoù evel ouzh un doare alegorek, hud zoken, da dreuzkas kevrinoù, gouiziegezh kuzh. Diwar an doujañs-se n'eo ket dedenn zo deuet met diouiziegezh.
A-benn ar pevare kantved goude Jezuz-Krist, ne chome mui nemeur a Egiptad gouest da lenn hieroglifoù ha "mojenn" ar hieroglifoù a yae war gresk. Paouezet e voe da implijout hieroglifoù war monumantoù pa voe bet lakaet serriñ an holl demploù digristen e 391 goude Jezuz-Krist gant an Impalaer roman Theodosius Iañ; An diwezhañ enskrivadur anavezet zo diwar un templ pell-pell er c’hreisteiz nebeut goude 391.
Er pevare kantved ivez e voe embannet ar Hieroglyphica gant Horapollo, un "displegadenn" eus tost 200 arouezenn. Al labour-mañ, hag eñ faziek evit ar pep brasañ, a zispakas pell-pell e aotrouniezh war studi ar hieroglifoù hag e voe kaoz dezho da chom dizispleg e-pad ken pell. Ma'z eo bet lakaet ar pouez war orin gresian ar Hieroglyphica gant ar skolveuridi e penn-kentañ, e vez klasket kentoc’h bremañ diskouez an oberenn-se evel ur striv spontus a-berzh ur gouizieg egiptat da saveteiñ un amzer dremenet aet da get da vat. Bras e voe levezon ar Hieroglyphica war arouezouriezh an azginivelezh, peurgetket e levr Andrea Alciato, hag en o zouez Hypnerotomachia Poliphili Francesco Colonna.
A-hed ar c’hantvedoù e klaskas meur a ouizieg displegañ ar hieroglifoù, peurgetket Johannes Goropius Becanus er XVIvet kantved hag Athanasius Kircher er XVIIvet kantved; C’hwitadennoù ne voe ken eus ar strivoù-se pe displegadennoù toull diazezet just war ar strollañ soñjoù, diouzh ijin pep hini. Al labour talvoudusañ bet savet war an displegañ hieroglifoù a voe kaset da benn gant Thomas Young ha Jean-François Champollion e deroù ar bloavezhioù 1800. Dizoloadenn maen Rosetta gant bagadoù soudarded Napoleon e-pad aloubidigezh Egipt a roas an alc’hwez hollret a dalvezas da Champollion da zisplegañ koulz lavaret an holl hieroglifoù e-tro 1830. Ur pezh trec’h e oa evit diskiblezh nevez an Egiptouriezh.
Treuzvevañ a ra c’hoazh ar hieroglifoù hiziv e daou stumm: war-eeun, dre ur 6 glif demotek bennak ouzhpennet el lizherenneg c’hresian pa vez skrivet e kopteg; hag en un doare dieeun, dre m'en deus awenet al lizherenneg semitek zo mamm d'an holl lizherennegoù all bet implijet biskoazh, ha d'hon hini ivez.
Skritur
kemmañUr reizhiad kemplezh eo, ur skritur skeudennek, arouezek ha soniadurel war un dro, mesk-ha-mesk en hevelep testenn, en hevelep frazenn, krediñ a rafen lavaret en hevelep ger Lizher da M. Dacier, 27 Gwengolo 1822
Savet eo ar skritur hieroglifek diwar 24 arouezenn unson pennañ (arouezennoù a glot o zalvoudegezh gant ur son hepken, evel lizherennoù ar brezhoneg); Bez' ez eus ivez ouzhpenn kalz a arouezennoù daouson ha trison daoust m'eo rouesoc’h ar re-mañ diwezhañ.
Heverk eo ne vez ket skrivet ar vogalennoù er skritur hieroglifek; aesaet e vez an distagadur oc’h ouzhpennañ un son e etre ar c’hensonennoù. Da skouer: nfr -> nefer = brav, mat.
Ar reizhiad treuzskrivañ implijet en daolenn a-is zo ur c’hantved kozh. Mont a rae d'ober an esae gwellañ bet d'ar mare-se evit tostaat da zistagadur an egipteg. Meur a arouezenn difetis pe dizanv o zalvoudegezh zo enni evel "3". Kalz a araokadennoù zo bet graet abaoe daoust m'eo c’hoazh digor an tabut war munudoù zo. Krediñ a reer bremañ, da skouer, e c’hallfe ar son "3" bezañ bet evit [l] en henegipteg, ha bet kollet war-lerc’h e krennegipteg. Ar c’hensonennoù merket evel mouezhiet (d, g, dj) a c’hall bezañ bet strinket (pe, daoust ma n'eo ket ken asur, gargadennet evel kensonennoù kreñvaet ar yezhoù semitek. Un deskrivadur mat a c’haller kaout gant Allen (2000). Evit munudoù o tennañ da reizhiadoù treuzskrivañ all, sellet ouzh ar pennad Transliteration of ancient Egyptian (e saozneg).
Arouezennoù unson | |||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Arouezioù | Treuzskrivadur hengounel | Talvoudoù fonetek gant Allen (2000) | |||||||||
dist. | Notennoù | Henegipteg | Krennegipteg | ||||||||
|
Bultur Egipt | 3 | a | anvet alef, a harz tarzhek |
[l] pe [ɾ] | didrouz, [j], pe [ʔ] | |||||
|
ur gorzenn | ỉ | i/a | anvet yod | vogalenn deraouiñ pe dibenn; a-wechoù [j] | ||||||
|
div gorzenn pe div linenn veskellek |
y | y | yod doubl | (dizimplij) | [j] | |||||
|
ur vrec’h | ˁ | a | anvet ain, kensonenn c’hwezh mouezhiet gargadennet |
marteze [d] | [ʕ]; [d] bet dalc’het marteze en un nebeud gerioù pe rannyezhoù | |||||
|
polog ur goailh pe e verradur hieratek |
w | w/u | anvet waw |
[w] ~ [u] | ||||||
|
lodenn draoñ ur c’har | b | b | [b] ~ [β] | |||||||
|
ur c’hondre korz pe ur skaon | p | p | [pʰ] | |||||||
|
un naer gornek | f | f | [f] | |||||||
|
ur gaouenn | m | m | [m] | |||||||
|
ur wagennig dour | n | n | [n] | [n], a-wechoù [l] | ||||||
|
ur genoù | r | r | (dizimplij) | [ɾ], a-wechoù [l] (atav [l] e rannyezhoù zo) | ||||||
|
ur goudor korz | h | h | [h] | |||||||
|
ur guchenn weet | ḥ | h | un h kreñvaet, kensonenn c’hwezh divouezh gargadennet |
[ħ] | ||||||
|
ur vammog pe ur bolotenn neud (?) |
ḫ | kh | son korzailhek, kensonenn staon gargadennet |
[γ] | ||||||
|
kof ul loen gant e lost | ẖ | kh | ur son dousoc’h, kensonenn c’houel staon gargadennet |
[x] | ||||||
|
pezh danvez pleget | s | s | evel an hini a-is | [s] | [s] | |||||
|
prenn un nor | s | s | evel an hini diwezhañ | [θ] | ||||||
|
poull ul liorzh | š | sh | [ʃ] | |||||||
|
tor ur menez | ḳ pe q | k | k kreñvaet, kensonenn darzh hogedennet divouezh |
[qʼ] | ||||||
|
ur baner gant un dorn | k | k | [kʰ] e gerioù zo, [kʲ] | |||||||
|
ur pod en e sav | g | g | [kʼ] | |||||||
|
ur gouign | t | t | [tʰ] | |||||||
|
ur gordenn stagañ | ṯ pe tch | tch | evel e saozneg church | [tʲ] pe [ʧ] | ||||||
|
un dorn | d | d | [tʼ] | |||||||
|
ur c’hobra | ḏ pe dj | dj | evel e saozneg judge | [tʼʲ] pe [ʧʼ] |
Skrivet e vez ar ger 'Ptoleme' gant hieroglifoù evel-mañ:
|
Setu al lizherennoù a glot gant hieroglifoù ar gartouchenn a-us:
P T |
O | L M |
I I S |
Sellet e vez ouzh "ii" evel ouzh ul lizherenn hepken ha treuzskrivet e vez "i".
Ur skouer all evit diskouez penaos ez a ar hieroglifoù en-dro eo sellet ouzh div dalvoudegezh ar ger egiptek pr (vogalennet peurliesañ evel per). Ti eo e dalvoudegezh kentañ hag e daolennadur hieroglifek zo:
|
Aze ez a ar hieroglif en-dro evel ur skeudenn zo evit ar ger taolennet ganti: ur ger a glot gant un un arouezenn. Al linenn serzh dindan ar hieroglif zo un doare boas da verkañ emañ an arouezenn evit un ideogramm.
Gallout a ra ivez ar ger pr talvezout kement ha 'mont kuit', 'mont er-maez'. Pa vez skrivet ar ger-se e vez implijet an 'ti' hieroglifek da arouez fonetek:
|
Amañ e talvez an ti hieroglifek evit ar c’hensonennoù pr. Ar genoù hieroglifek a-is zo ur stagadenn fonetek: lennet e vez r, ar pezh a greñva al lenn fonetikel evit pr. Un deskriver eo an trede hieroglif; un ideogramm eo a ro d'al lennerien talvoudegezh dre vras ar pezh zo skrivet: amañ e verk ur verb dilec’hiañ.
Pennadoù kar
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Glyphs and Grammars Dafar evit ar re dedennet da zeskiñ ar hieroglifoù gant Aayko Eyma. (e saozneg)
- [1] Pajenn diwar-benn ar hieroglifoù (e saozneg)
- [2] Pajenn diwar-benn ar skritur hieratek (e saozneg)
- [3] Pajenn diwar-benn ar skritur hieratek (e saozneg)
- Hieroglyphs! kavlec’h notennet a-zivout dafar ledañ deskamant ha skolveuriek. (e saozneg)
- Egyptian Hieroglyphic Dictionary gant Jim Loy (e saozneg)
- Comprehensive Dictionary of Cartouches for all Egyptian Pharaohs (e saozneg)
- GreatScott.com's Hieroglyphs Dafar kelenn. (e saozneg)
Daveennoù
kemmañ- Collier, Mark & Bill Manley|Bloaz=1998|Titl=How to read Egyptian hieroglyphs: a step-by-step guide to teach yourself|Publisher=British Museum Press|ID=ISBN 0-7141-1910-5
- James P. Allen|Bloaz=2000|Titl=Middle Egyptian: an Introduction to the Language and Culture of Hieroglyphs|Publisher=Cambridge University Press|ID=ISBN 0-521-77483-7
|
Porched Egiptopedia | Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |