Theodosius Iañ
Flavius Theodosius (ganet e Cauca, Coca hiziv an deiz, Spagn), d'an 11 a viz Genver 347- marvet e Milano, d'ar 17 a viz Genver, 395), anvet Theodosius Iañ ha Theodosius Veur ivez, a zo bet un impalaer roman. Rener diwezhañ an impalaeriezh roman unanet eo bet Theodosius p'eo bet rannet diwar e volontez hêrezh e c'halloud impalaerel etre e zaou vab, Honorius hag Arcadius. Gantañ e oa bet divizet e 385 lakaat ar Gristeniezh da relijion ofisiel an Impalaeriezh gant Embann Theodosius.
KerentAozañ
- e dad : Theodosius an henañ, jeneral evit kont Valentinian Ian. Bet kaset e 368 evit adlakaat an urzh roman en Enez Vreizh, hag e 369 a-enep d'ar C'hermaned en Izelvroioù. Goude se, en deus graet brezel a-enep d'an Alemanned e Rhaetia hag a-enep ar Sarmated e Pannonia. Etre 373 ha 375 a-enep meuriadoù an dezerzh en Afrika. Met dibennet eo bet war urzh an impalaer yaouank Gratianus, mab da Valentinian Iañ, e 376.
- e vamm : keloù ebet diwarni
DimezioùAozañ
- E penn diwezhañ 376, Aelia Flacilla, ur plac'h brav kenañ, hag en deus bet diouti, e fin ar bloavezh war-lerc'h : Arcadius, hag un eil, Honorius, an 9 miz Du 384. Kollet o deus ur verc'h, Pulcheria. Aelia Flacilla zo aet da Anaon e-kerzh diskar-amzer 386.
- Galla, c'hoar an impalaer Valentian II. Aet da Anaon en ur wilioudiñ e penn kentañ miz Mae 394.
Cursus ?Aozañ
Heuliañ a ra e dad en e vrezelioù. Dux Moesia adalek penn kentañ 374, a drec'h diwar ar Sarmated e miz Here. Pa'z eo bet lazhet e dad dre urzh Gratianus er bloavezh 376, e ro e zilez diouzh an arme, hag ez a en-dro war e leve da Gauca.
Met goude gwallreuz Andrinopl, d'ar yaou 9 a viz Eost 378, Gratianus zo o klask un impalaer nevez all evit ar Reter hag evit adlakaat an urzh roman war an Danav. Soñjal a reer eo Antonius, prefed ar pretordi, tad Aelia Flacilla, en deus aliet Gratianus da gemer Theodosius ar Yaouank.
Savet eo neuze Theodosius da gentañ, da welout, magister equitum / komandant marc'hegiezh / penn dragon. Savet goude aogust = impalaer evit ar Reter, e Sirmium, d'ar merc'her 16 Genver 379. Dies imperii (= anavezet gant ar Sened) : sadorn 19 Genver 379.
LevrlennadurezAozañ
- François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994
Gwelet ivezAozañ
An Impalaerien roman | ||
Tierniezh Teodosius | ||
En e raok : Valentinian II (375 - 392) |
Teodosius Iañ (378 - 395) |
War e lerc'h : Honorius, er C'hornôg Arcadius, er Reter |
Heuliad Henroma |