Flavius Valentinianus Iunior Augustus (371-392) a voe impalaer roman ar C'hornog dindan an anv Valentinian II eus 375 betek e varv 392.

Valentinian II
Pezhioù-moneiz bet implijet etre 388 ha 392.

Mab e oa da Valentinian Iañ ha da Justina, e eil gwreg.

E 375, e vreur an impalaer Flavius Gratianus a voe ezvezant pa varvas o zad, neuze e voe disklêriet Flavius Valentinianus Iunior Augustus evel impalaer, hag eñ pevar bloaz hepken, d'an 22 a viz Du 375.

Asantiñ a reas Flavius Gratianus rannañ an impalaeriezh dre reiñ Illyria d'e vreur ; eno e voe sikouret an impalaer yaouank gant ar prefed Sextus Claudius Petronius Probus (358-390) ha ar magister equitum Flavius Merobaudes.

Pa varvas Flavius Gratianus e 383 e oa tri impalaer : Magnus Clemens Maximus en Augusta Treverorum, Valentinian II dindan gward e vamm Justina, ha Theodosius Iañ e Kergustentin.

Harpañ an arianegezh a reas Justina, ha skoazellañ ar baganiz evel Vettius Agorius Praetextatus (c. 310 - 384) ha Quintus Aurelius Memmius Symmachus (c. 340 - c. 394).

E 387 e voe skarzhet Valentinian gant Magnus Clemens Maximus hag a gemeras Roma kent aloubiñ Italia; en entremar e chomas Theodosius Iañ, met dre ma oa intañv hag ad-dimezet gant Galla, anezhi c'hoar Valentinian II, e savas enep an alouber : p'edo Valentinian o tilestrañ e genoù ar stêr Diber e voe trec'het Magnus Clemens Maximus gant Theodosius en Aquileia[1].

Distreiñ da Vienna Allobrogum, e gêr-benn, a reas Valentinian II; eno e voe drouklazhet d'ar 15 a viz Mae 392 gant ur jeneral frank anvet Arbogast (c. 310 - 384), anezhañ ar magister militium karget gant Theodosius da wareziñ an impalaer yaouank.

Gant Arbogast end-eeun e voe anvet ar pagan Flavius Eugenius Augustus da impalaer a-enep Theodosius Iañ.

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ