Aquileia

kumun italian

Aquileia (distaget [akwiˈlɛːja] en italianeg ; Olea e friouleg gwechall, Aquilee e friouleg a vremañ) zo ur gêr gozh eus hanternoz Italia, en arvor Mor Adria, e proviñs Friuli-Venezia Giulia, en aber ar stêr Natisone. Hiziv n'eo ket gwall vras (war-dro 3 500 a annezidi), met en Henamzer e oa ur gêr a bouez ha brudet-tre da vare ar Romaned.

Douaroniezh

kemmañ

Emañ un 10 km bennak diouzh loc'hoù Marano ha Grado e goueled Mor Adria.

  • Kêr-benn ar pobl anvet Carni eoa da gentañ.
  • Un drevadenn roman e oa staliet er bloaz -181.
  • E fin ar bloaz 166 pe deroù 167, en em stalias Marcus Aurelius ha Lucius Verus en Aquileia a-raok mont da vrezeliñ ouz al Lombarded hag o devoa treuzet an Danav.
  • Sezizet gant Alarig Iañ d'an 18 a viz Du 401 ː Et intravit Alaricus in Italiam ad XIV Kel. dec.[1]
  • E 452 e voe distrujet Aquileia gant Attila [2]
 

Monumantoù

kemmañ
  • Basilica / Iliz veur

Tud brudet

kemmañ
  • Rufinus (enebour St Yerom)
  • Miz Eost 388 : goude bezhañ kollet ar brezel a-enep Theodosius Iñ er Balkanoù, Maximus (Magnus Clemens Maximus Augustus / Maxen Wledig) e glask repu drek mogerioù Aquileia. Kelc'hiet gant arme Theodosius, Maximus a bleg, an 28 Eost 388, hag a c'houll true digant Theodosius. Hemañ, ober diouzh c'hoantoù e ofiserien, a lak Maximus da vezhañ dibennet,[3] ha gantañ, d'e heul, e soudarded Maored[4].
  • Miz Mae 425 ː goude bezhañ bet tapet e Ravenna gant arme Theodosius II, Johannes a zo kaset da Aquileia. Galla Placidia a ra troc'han e zorn dezhoù dezhan, baleañ war gein un azen er kelc'henn (sirk), ha lazhañ[5].

Daveoù

kemmañ
  1. André Piganiol : La chute de l'empire romain. Le Mémorial des siècles. Albin Michel, 1964 : Marabout, 1982. p. 85, 87, 123
  2. M.N Bouillet : Dictionnaire Universel d'Histoire et de Géographie. Librairie L. Hachette et Cie. Paris. 1863.
  3. François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994. p. 175
  4. Edouard Galletier : Panegyriques latins. Tome III-XII ː Pacati Panegyricus Theodosio Dictus Panegyrique de Théodose par Pacatus. Belles Lettres. 1955
  5. François Zosso & Christian Zingg. p. 188