Attila

Attila ( ? c. 406–453), a vez graet anezhañ Attila an Hun alies ivez, a oa penn bras an Huned eus 434 betek e varv e 453. Ur gwir impalaeriezh a oa dindan e veli hag en em ledañ a rae eus ar stêr Oural betek ar Roen hag eus ar stêr Danav er su betek ar Mor Baltel en norzh.
E-pad e ren e voe gwelet evel o gwashañ enebour gant Impalaeriezh roman ar Reter ha hini ar C'hornaoueg, met meur a Hun o deus stourmet evit difenn an impalaeriezh roman ; mignon da Attila e oa Flavius Aetius[1].

Dre ziv wech e treuzas an Danav hag e preizhas ar Balkanioù, ha klask tapout Constantinopolis met c'hwitout a reas war e daol. Klask a reas ivez aloubiñ Galia. Treizhañ a reas ar Roen e 451 ha mont betek Aurelianum (Orleañs) a-raok bezañ faezhet en Emgann Campus Mauriacus e Champagn, an emgann nemetañ bet kollet gantañ. Da heul ec'h aloubas Italia, hag ober e renkoù e proviñsoù an norzh, ha klask kemer Roma, met c'hwitout a reas war e daol adarre. En e soñj e oa kendelc'her ar brezel enep ar Romaned met mervel a reas er bloaz 453.
Notennoù Aozañ
- ↑ Maurice Bouvier-Ajam : Attila, Librairie Jules Tallandier, 2004 (ISBN 978-2-23502-225-5) ; Georges Bordonove : Les rois qui ont fait la France – Clovis et les Mérovingiens, Pygmalion, 2009 (ISBN 978-275640-244-4) ; François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains ; 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C, Éditions Errance, 1994 (ISBN 978-2-87772-390-9)