Theodosius II ((la) Flavius Theodosius Iunior Augustus; (grc) Θεοδόσιος Βʹ ; ganet d'an 10 Ebrel 401 e Kêrgustentin, marvet d'an 28 a viz Gouere 450), a vez graet Theodosius Yaouank anezhañ alies, a oa Impalaer roman etre 402 ha 408 , evel impalaer kevreet ouzh e dad Arcadius, hag evel impalaer nemetañ e lodenn betek e varv e 450. Mab d'an impalaer Arcadius hag d'an impalaerez Aelia Eudoxia e oa.

Theodosius II

Brudet eo evit bezañ bet savet gantañ Kod Theodosius, un dastumad lezennoù, ha mogerioù Kêrgustentin. E-pad e ren ivez e savas an tabutoù kristen tro-dro d'an nestorianiezh.

Theodosius II a zo bet dimezet gant Athenaïs, ur baganez brav tre, merc'h d'ur c'helenner war ar retorik e kêr Aten. Badezet e voe, hag anvet Aelia Eudocia diwar neuze.

Marvet eo o tapet un lamm diwar e varc'h, d'ar 28 Gouere 450.