Aelia Pulcheria
Aelia Pulcheria (Kergustentin, 19 Genver 398 pe 399 - Gouhere 453) a oa merc'h d'an impalaer Flavius Arcadius, ha c'hoar henañ an impalaer roman Theodosius II.
Dimezet e oa d'an impalaer Marcianus (ren : 450-457), ha ren a reas gantañ eus 450 betek he marv e 453.
Anvet e voe da santez koulz gant an Iliz katolik roman hag an Iliz ortodoks ; d'an 10 a viz Gwengolo e vez lidet[1].
He buhez
kemmañE 408 e varvas he zad Arcadius hag anvet e oa bet ar prefed Anthemius da rejant. E 414 e voe anvet Pulcheria da Augusta ha da gulatorez he breur Theodosius, daou vloaz yaouankoc'h egeti. Ur gristenez deol e oa, ha gouestlet he doa chom gwerc'hez. Dre ma oa gwan he breur edo ar galloud etre he daouarn hag anal ar manati a oa el lez. Embann a reas reolennoù a-enep ar baganed hag ar yuzevien, ha diwar-se e voe lazhadegoù en Egipt, renet gant Kirillos Aleksandria, eskob Aleksandria ; enne e varvas ar brederourez Hypatia e 415.
E 421 ec'h aozas eured he breur Theodosius II gant merc'h ur retour eus Aten anvet Aelia Eudocia. Neuze e tisteraas he levezon betek 433, pa voe harluet Eudocia war an digarez faos e oa avoultrerez.
Lennegezh
kemmañ- Pulchérie, pezh-c'hoari gallek gant Pierre Corneille e1672.
Levrioù
kemmañ- (it) Angelidi, Christine. Pulcheria. La castità al potere (399-455). Milano : Jaca Book, 1998 (ISBN 978-88-16-43505-6)