Digeriñ al lañser pennañ

Ar Yuzevien (hebraeg: יְהוּדִים / yehoudim, gregach : Ἰουδαῖοι / Ioudaĩoi, latin : Iudaei), a zo izili ur bobl dre o yuzevegezh, pe ur gumuniezh relijiel dre ar yuzeviezh.
Hervez o hengoun e tiskennont eus patriarked a zo meneget en Testamant Kozh evel Abraham, eus ur bobl semitek undoueour eus Palestina.
Strewet e voent dre ar bed a-bezh e-kerzh ar c'hantvedoù (an diaspora), heskinet alies — an heskinadeg washañ e voe ar Shoah e-kreiz an XXvet kantved —, met kalzik anezho a zistroas da sevel stad Israel, hag un tammig en tu-hont da 40% anezho a zo o vevañ eno.

Taolenn

Piv a zo Yuzev?Aozañ

N'emañ ket an holl Yuzevien a-du war ar poent-se, met gallout a reer neoazh sevel roll ar poentoù heverkañ ha degemeretañ:

  • Hervez gouarnamant Israel hag al lezenn war ar gwir d'an distro (hervez enkemmad 1970): Yuzev eo an den en deus ur vamm yuzevez, pe an den a zo troet ouzh ar yuzeviezh (ar relijion yuzev) ha n'en deus relijion all ebet[1].
  • Dre vras e tegemer ar Yuzevien e vefe Yuzev kement diskennad eus Yuzevien ha pa ne heuilhfe ket ar relijion, ha war an tu all e tegemeront da Yuzev an dud troet ouzh o relijion ha pa ne vefent ket Yuzevien a-orin[2].
  • Un identelezh a zo ivez, disheñvel diouzh ar relijion, gant ar santimant da vezañ ezel eus ur bobl, ha dre an istor a-hed ar c'hantvedoù, al liamm gant Israel, ouzhpenn ar sevenadur gant sonerezh, ar yezh, ar boued, ar mod bevañ…; ar pep brasañ eus ar Yuzevien, ha p’o dije dilezet o relijion, a chom stag ouzh o identelezh[3].
  • N'eus ket eus ur "ouenn" yuzev pa gaver Yuzevien gant kroc'hen gwenn, gant kroc'hen du, gant kroc'hen melen; ouzhpenn se e vagont disfiz diouzh ar c'heal "gouenn"-se dreist-holl abaoe politikerezh an Trede Reich en o eneb, diazezet war ar c'heal-se[4].

Ar Yuzevien dre ar bedAozañ

Hervez Burev Kreiz Israel ar Stadegoù e oa 13 421 000 a Yuzevien dre ar bed e 2009, da lavaret eo war-dro 0,19% eus poblañs ar bed.[5]

Hervez ar broioùAozañ

Bro Yuzevien (niver) Yuzevien (%)
  Israel 5 916 200 [6] 75,52%
  Stadoù-Unanet 5 275 000 1,71%
  Frañs 483 500 0,77%
  Kanada 375 000 1,11%
  Rouantelezh-Unanet 292 000 0,47%
  Brazil 207 329 0,10%
  Rusia 205 000 0,15%
  Arc'hantina 182 300 0,45%
  Alamagn 119 000 0,15%
  Aostralia 107 500 0,50%
  Ukraina 71 500 0,16%
  Suafrika 70 800 0,14%
  Hungaria 48 600 0,49%
  Mec'hiko 39 400 0,04%
  Belgia 30 300 0,28%
  an Izelvroioù 30 000 0,18%
  Italia 28 400 0,05%
Bed 13 558 300 0,21%


Pennadoù karAozañ

Liammoù diavaezAozañ