Arc'hantina pe Republik Arc'hantina zo ur vro eus Amerika ar Su. Emañ etre aradennad an Andoù ha su ar Meurvor Atlantel. En-dro da Arc'hantina emañ Uruguay, Brazil, Paraguay, Bolivia ha Chile. Gounezet eo an dizalc'hiezh diouzh Spagn e 1816. Ar spagnoleg eo ar yezh ofisiel. Buenos Aires eo ar gêr-benn. Savet eo anv ar vro, e spagnoleg evel e brezhoneg, diwar an elfenn arc'hant, ur metal rouez a greded e oa kalz anezhañ er vro.

República Argentina
Banniel Ardamezioù
Yezhoù ofisiel Spagnoleg
Kêr-benn Buenos Aires
Prezidant Alberto Fernández
Gorread
- Etre tout
- % a zour

2 766 890 km²
1,1%
Poblañs

- Etre tout (2010)
- Stankter


40 260 130
15/km²

Dizalc'hidigezh

- Disklêriet
- Anzavet

Diouzh Spagn

25 a viz Mae 1810
9 a viz Gouere 1816

Moneiz Peso
Gwerzhid eur UTC -3
Kan broadel Himno Nacional Argentino
Kod war ar genrouedad .ar
Kod pellgomz 54

2,780,400 km2 eo he gorread, ar pezh a ra Arc'hantina eizhvet brasañ stad ar bed. Eil ekonomiezh c'halloudusañ Amerika ar Su eo. Ezel diazezer eo eus an ABU, ar Bank bedel, an ABK, ar Mercosur, an UNASUR, Kumuniezh Stadoù Latinamerika hag ar C'harib ha Aozadur ar Stadoù Iberoamerikan.

Salta (proviñs).

Istor kemmañ

Ar roudoù kentañ eus annezidi en douaroù a zo aet d'ober stad Arc'hantina a gaver e su Patagonia, war-dro 13 000 bloaz zo. Gwalarn ar vro a zeuas da vezañ un darn eus an implaeriezh Inka en eil hanteren ar XVvet kantved.

Istor skrivet ar vro ne grogas nemet goude donedigezh Europiz, abred er XVIvet kantved. Ar re gentañ o tilestrañ er vro e voe ar Spagnad Juan Díaz de Solís hag e vartoloded e 1516.

E 1776 e voe savet gant ar Spagnoled Besrouantelezh Río de la Plata gant an douaroù bet aloubet ganto en-dro d'ar Río de la Plata. Goude Emsavadeg miz Mae e 1810, e voe savet galloudoù dizalc'h diouzh Spagn hag a-benn ar fin e voe embannet an dizalc'hiezh d'an 9 a viz Gouere 1816. Trec'het e voe ar Spagnoled da vat, e meur a emgann, gant ar jeneraled José de San Martín, Manuel Belgrano ha Martín Miguel de Güemes, ha re all c'hoazh. Embannet e voe ar vonreizh e 1853, goude diktatouriezh Juan Manuel de Rosas.

En XIXvet hag en XXvet kantved e voe meur a grogad start etre mirourien ha frankizourien, hag etre kostezennoù politikel hag an arme. Etre 1870 ha 1930 e teuas 6 milion a dud eus Europa, Spagnoled hag Italianed dreist-holl, d'en em staliañ er vras a vro-se. E 1930 e voe tapet ar galloud gant an arme. D'ar mare-se e oa o kreskiñ ar renkad vicherour abalamour d'an industrieladur. E-pad an Eil Brezel-bed e chomas neptu Arc'hantina betek 1944 pa'z eas davet ar Gevredidi dre bouezh ar Stadoù-Unanet. Goude an Eil Brezel Bed e voe gwelet Juan Perón o kemer ar galloud. Pinvidik e oa ar vro hag ur politikerezh sokial a voe diorret gantañ. War an dachenn etrebroadel e oa enebimpalaerour ar vro. Degemeret e voe kantadoù a nazied alaman er vro ivez, 7000 faskour kroat hag ivez gallaoued, belgiz, italianed ha slovaked.

Meur a daol-stad a voe gant an arme en dekvloavezhiadoù da heul. Un diktatouriezh vilourel a voe etre 1966 ha 1973 hag etre 1976 ha 1983. Goude diaesterioù armerzhel bras ha goude Brezel an Inizi Maloù, e 1983, e teuas gouarnamantoù demokratel en-dro e penn ar vro. Meur a vouezhiadeg zo bet abaoe, ha daoust d'an diaesterioù armerzhel bras ha d'ar monc'hwez er bloavezhioù 2000 e talc'h ar vro da vezañ renet evel ur republik demokratel.

Gweledva kemmañ

Pennadoù kar kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.