Inizi Maloù
| |||||
ger-stur Desire the right (brezhoneg: "C'hoantaat ar Reizh") | |||||
![]() | |||||
Yezhoù ofisiel | saozneg | ||||
Kêr-benn | Stanley | ||||
Statud politikel | trevadenn eus ar Gurunenn (arc'het gant Arc'hantina) | ||||
Roue' | Charles III | ||||
Gouarner | Nigel Philips | ||||
Gorread -En holl -% dour |
12,173 km² dister | ||||
Poblañs - 2016 - Stankter ar boblañs |
3 398 0.25/km² | ||||
Moneiz | lur an Inizi Maloù (FKP) | ||||
Kan broadel | God Save the Queen ("Ra saveteo Doue ar Rouanez") | ||||
Devezh ar vro | |||||
Kod war ar Genrouedad | .fk | ||||
Kod pellgomz | 500 |
Inizi Maloù (Falkland Islands d'ar saoznegerien hag Islas Malvinas d'ar spagnolegerien) a zo unan eus Tiriadoù Tramor Breizh-Veur, dezhañ Tiriadoù tramor Inizi Falkland (Overseas Territory of the Falkland Islands) da anv ofisiel. Stanley eo ar gêr-benn. Dindan 12 000 km² strewet etre meur a enezenn bras ha bihan ez eus 3 000 annezad o chom pell a-walc'h eus daou gevandir : Suamerika 480 km er c'hornôg hag Antarktika e 900 km er Su.
IstorAozañ
Spurmantet e oa bet an inizi gant merdeerien Bro-Spagn e 1520 pa vez meneget inizi war ar c'hartennoù spagnat da-c'houde. Adkavet ez int bet un tamm gant Sebald de Weert, ur merdeer izelvroat e 1600 a embannas e kouezhe an inizi e kerzh e vro. Merdeerien Sant-Maloù a zeuas goude hep en em staliañ da vat eno. E 1690, ar merdeer saoz John Strong ne c'hellas ket tizhout aodoù Arc'hantina hag e tizoloas ar ganol-vor etre an div enez pennañ. An anv roet d'ar ganol-vor, Falkland, en enor ar 5vet Kont Falkland, hemañ arc'hantaer ar veaj, a voe roet ivez d'an enezeg a-bezh gant ar Saozon.
E 1764 e teuas ar merdeer gall Louis Antoine de Bougainville hag e stalias ur c'hamp anvet Port-Louis en enez pennañ er Reter. E penn ar bloaz 1765 e tizoloas ar moraer saoz John Byron lodennoù an enez kornôg hep gouzout tra eus staliadur ar C'hallaoued hag e embannas kerzh ar Roue saoz George III war an inizi. E 1766 e teuas ar Spagnoled evit skarzhañ ar 115 trevadenner gall kuit. Sevel a reas ar gouarner ur chapel dediet da Itron Varia an Digenvez (Soledad), met ne chomas ket trevadennerien spagnat goude 1811.
E 1816 e teuas da vezañ Arc'hantina ur stad dizalc'h hag e embannas e 1820 he gwirioù. Kas a reas trevadennerien e 1826, met distrujet e voe ar staliadur gant ar Stadoù-Unanet diwar abegoù o tennañ da chaseal ar reuniged. O vezañ m'he doa kaset Arc'hantina ur gouarner all e tistroas ar Saozon e 1833 hag e kemerjont an enezeg ken ne voe miret gant Arc'hantina nemet e-pad un prantad berr.
E 1914 e oa bet un emgann war vor etre morluioù saoz hag alaman.
E 1982 e tivizas diktatourien Arc'hantina adkemer an enezeg, met goude daou viz e voent trec'het gant morlu Breizh-Veur. Sellout ouzh Brezel an Inizi Maloù (1982).
E miz Meurzh 2013 e oa bet dalc'het ur referendom en enezeg evit gouzout hag-eñ e felle d'an dud chom gant ar statud tiriad tramor Breizh-Veur. 90,8% eus an dud o deus kemeret perzh er vot, 1 vot didalvoud a zo bet, 99,8% o deus votet ya, ha 0,2% nann (3 mouezh). N'eo ket bet degemeret an disoc'h gant Arc'hantina.
DouaroniezhAozañ
3 060 a annezad a oa e 2005.
PolitikerezhAozañ
- L.L. Ivanov et al. The Future of the Falkland Islands and Its People. Sofia: Manfred Wörner Foundation, 2003. ISBN 954-91503-1-3
- Carlos Escudé y Andrés Cisneros, dir. Historia general de las relaciones exteriores de la República Argentina. Obra desarrollada y publicada bajo los auspicios del Consejo Argentino para las Relaciones Internacionales (CARI). Buenos Aires: GEL/Nuevohacer, 2000 (es) ISBN 950-694-546-2
Arc'hantina • Bolivia • Brazil • Chile • Kolombia • Ecuador • Guyana • Panamá • Paraguay • Perou • Surinam • Trinidad ha Tobago • Uruguay • Venezuela
Tiriadoù dalc'het: Georgia ar Su hag Inizi Sandwich ar Su • Gwiana c'hall • Inizi Maloù