Kleiz a zo un tu, a eneber ouzh dehoù. Un doare reteriñ keñverel eo, da lavaret eo e cheñch hervez lec'h an dud hag an traoù, hervez ar fiñvadennoù a reont.

Doareoù reteriñ pennañ un den
Bir o tiskouez an tu kleiz


Korf an den

kemmañ

An tu kleiz eus korf an den eo an tu m'emañ ar galon. Kleizard, pe kleiziad a vez lavaret eus an den a zo ampartoc'h gant e izili kleiz eget gant e izili dehoù.

Merdeerezh

kemmañ

E merdeerezh e vez graet gant ar ger babourzh evit tu kleiz ul lestr.

Politikerezh

kemmañ

Graet e vez tu kleiz eus ar re a gustum sezañ e tu kleiz ur vodadeg, e-keñver ar c'hadoriad, enebet ouzh re an tu dehoù. Ur boaz deuet eus amzer ar Reveulzi c'hall ha ledet dre ar bed bremañ. Dre vras tud hag a zifenn an ingalded sokial.

Roud-avel

kemmañ

A-wechoù e vez graet "kleiz" eus tu an norzh. Un implij hag a gaver e korn-bro ar C'hab hag Enez-Sun dreist-holl.

E kembraeg ez eus ur ger kledd (enebet ouzh de) hag a dalv kement ha kleiz, ha diwarnañ e teu ar ger gogledd, an tu kleiz pa seller ouzh tu an heol o sevel, hag a dalv kement ha hanternoz neuze.

Pennad kar

kemmañ


Sellit ouzh ar ger Kleiz er
wikeriadur, ar geriadur frank.