Graet e vez babourzh eus hanterenn gleiz ul lestr pa seller ouzh ar staon, ha dre astenn eus ar pezh a zo lec'hiet en tu kleiz d'ur vag. Enebet eo "babourzh" ouzh stribourzh, a zo a-zehoù.
Ul lestr gant e c'houleier noz gwelet a-dal. Diskouez a ra ar gouloù gwer stribourzh al lestr, hag ar ruz ar babourzh. Evit an nijerezioù e vez graet gant ar memes livioù.