Enezeg (liester : enezegoù pe enezegi) eo an anv roet d'un aridennad pe ur strollad inizi. Peurvuiañ e weler enezegoù er mor don, met kavet e vezont tost d'un douar bras ivez. Alies eo bet krouet an enezegoù diwar an ober menez-tan ken e weler lod anezho a-hed fosoù dindanvor. Koulskoude e kaver orinoù all evel ar grignerezh hag ar gouelezenniñ.

Enezeg
Iskevrennad euslandmass, strollad inizi Kemmañ
Roll elfennoùlist of archipelagos Kemmañ

Ar ger a zeu eus enez + ar rannig tolpañ -eg, met ar gresianeg αρχιπέλαγος (archipelago) a dalv evit ar Mor Egaios, hemañ graet eus ar mor pennañ (arkhi = penvez ha pelagos = mor). Aze eo orin an termen kevatal e saozneg archipelago, italianeg arcipelago ha galleg archipel. Etre Bro-C'hres e Kornôg ha Turkia e Reter emañ ar Mor Egaios e-lec'h ma kaver meur a enez, lod anezho bodet en enezegoù (sell a-is).

Roll an enezegoù er bed

kemmañ
  • Enezeg an Aleoutidi
  • Enezeg Alexander
  • Enezeg Andaman
  • an Inizi Angl-ha-Normand
  • Enezegoù an Antilhez
    • Enezeg an Antilhez uhelañ
    • Enezeg an Antilhez izelañ
      • Inizi a-dal d'an avel
      • Inizi dindan an avel
  • Enezeg an Azorez
  • Enezeg ar Bahamas
  • Enezeg ar Balearez
  • Enezeg Bight of Bonny
  • Enezegoù Breizh-Veur
  • Enezeg Kalifornia
  • Enezeg Chausey
  • Enezeg Chonos
  • Enezeg Komor
  • Enezeg Diego Ramírez
  • Enezeg santmalouat (Falkland)
  • Inizi Faero
  • Enezeg Keys Florida
  • Enezeg Fox
  • Douar Franz-Josef
  • Enezegoù ar Friz (pe Enezeg ar Wadden)
    • Enezeg Friz ar Reter
    • Enezeg Friz an Norzh
    • Enezeg Friz ar C'hornôg
  • Enezeg Furneaux
  • Enezeg ar Galápagos
  • Enezeg Gothenburg
  • Enezeg Guayaneco
  • Inizi Gwerc'h
  • Enezeg ar Japan
  • Enezeg Juan Fernández
  • Enezeg Kerguelen
  • Enezeg Kermadec
  • Enezeg Kornati
  • Enezeg Lakkadivez
  • Enezeg Lofoten
  • Enezeg Los Roques
  • Makaronesia
    • Enezeg Kanarias
    • Enezeg ar C'hab glas
      • Enezeg Barlavento
      • Enezeg Sotavento
    • Enezeg Madeira
  • Enezeg Madalen
  • Enezeg Malayzia (an enezeg brasañ er bed)
    • Enezeg Maloukou
    • Enezeg Filipinez
      • Inizi Luzon
      • Inizi Mindanao
        • Enezeg Soulou
      • Enezeg Visayas
    • Enezeg ar Sond
      • Enezeg ar Sond vras
      • Enezeg ar Sond vihan
  • Enezeg ar Maldivez
  • Enezeg Malta
  • Enezeg ar Mascarenez
    • Enezeg ar Sechelez
      • Inizi Aldabra
      • Enezeg Amirante
      • Inizi Farquhar
  • Enezegoù Melanezia
    • Enezeg Bismarck
    • Enezeg Fidji
    • Enezeg Kaledonia nevez (Kanaky)
      • Enezeg al Lealded
    • Enezeg Salomon
    • Vanuatu (Hebridez nevez)
  • Enezegoù Mikronezia
  • Enezeg Siberia nevez
  • Enezeg Nikobar
  • Inizi England nevez ha inizi New York (Manhattan, City Island, Long Island, Rikers Island, Roosevelt Island, Staten Island, Block Island, Nantucket, Martha's Vineyard, Liberty Island, Ellis Island, Long Beach Island, Inizi Elizabeth)
  • Enezeg Zemlya nevez
  • Enezegoù Polinezia
    • Enezeg Cook (Inizi Hervey)
    • Enezegoù Polinezia gall
      • Enezeg austra
      • Enezeg Gambier
      • Enezeg Markiz
      • Enezeg ar Sosiete
        • Inizi a-dal d'an avel
        • Inizi dindan an avel
      • Enezeg Touamotou
    • Enezeg Hawaii (Enezeg Sandwich)
  • Enezegoù Zeland nevez (Aotearoa)
    • Enezeg Pitcairn
    • Enezeg Samoa (Enezeg ar Verdeerien)
    • Enezeg amerikan Samoa (Reter Samoa)
    • Samoa (Enezeg Kornôg Samoa)
    • Enezeg Tonga
    • Tokelau (Union Islands)
    • Tuvalu (Inizi Elliz)
    • Wallis ha Futuna
    • Enezeg Horne
  • Enezeg ar Ponto
  • Inizi Rouanez Charlotte (Haida Gwaii)
  • Enezeg Saint Helena
  • Enezeg San Juan
  • Enezeg Severnaya Zemlya
  • Enezeg Sorrento
  • Enezeg Su Mor Sina
      • Enezeg Paracel
      • Enezeg Spratly
  • Enezeg Orkadez ar Su
  • Enezeg Sandwich ar Su
  • Enezeg Shetland ar Su
  • Enezeg Svalbard
  • Enezeg ar Mil enez (Thousands Islands)
  • Enezeg Tierra del Fuego
  • Enezeg "The World", inizi savet dre labourioù a-dal Emirelezh Dubai
  • Enezeg Toskania
  • Enezeg Venezia

Roll an enezegoù dre vorioù pe dre vroioù

kemmañ