Jerzenez
Jerzenez a zo enezenn eus Mor Breizh. Graet e vez Jersey anezhi e saozneg hag e galleg, ha Jèrri e jerzenezeg. An enezenn vrasañ eus an Inizi Angl-ha-Normand eo, ha tost da 100 000 a dud a zo o chom enni. Beliezh Jerzenez, anezhi an enez hag un nebeud enezennoùigoù all ha kerreg, a zo un dalc'h eus Kurunenn Breizh-Veur hep bezañ lod er Rouantelezh-Unanet ha n'emañ ket en Unaniezh Europa kennebeut.
Jerzenez Bailliage de Jersey Bailiwick of Jersey | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||
Yezhoù ofisiel | galleg, saozneg | ||||||
Kêr-benn | Saint Hélyi | ||||||
Gorread | 116 km² | ||||||
Poblañs • Hollad • Stankter |
97 857 (2011) 844/km² | ||||||
Penn ar Vro | Charles III | ||||||
Kentañ ministr | Ian Gorst | ||||||
Gouel broadel | |||||||
Moneiz | Lur sterling | ||||||
Kod pellgomz | 44-1534/44-7797 | ||||||
Kenrouedad | .je |
Enezeg
kemmañInizi bihan zo tro-dro da Jerzenez: Les Dirouilles, Les Écréhous, Les Minquiers, Les Pierres de Lecq.
Yezhoù
kemmañJerzenezeg (Jèrriais) eo ar yezh oil normanek a vez komzet e Jerzenez.
Er bloavezhioù 1960 e voe saoznekaet an deskadurezh kentañ a veze e galleg betek-hen. Gant donedigezh tud pinvidik bras eus Bro-Saoz ouzhpenn e krogas lanv ar saozneg. Stank eo ar panelloù divyezhek, gant anvioù-lec'hioù gallek kozh e-kichen anvioù nevezsaoznekaet.
Portugaleg a vez komzet ivez gant diskennidi Portugaliz deuet eus Madeira da labourat el letioù. Ul levraoueg portugaleg zo e Saint Hélyi.
Istor an enez
kemmañ
Sant-Heler eo he c’hêr-benn. Sant Heler en doa avielet an enezenn er VIvet kantved. E-pad divroerezh bras ar Vretoned eus Breizh-Veur d’an Arvorig o doa poblet ar re-mañ an enez (VIvet kantved ivez). Sant Samzun a dremenas eno. Lod eus Rouantelezh Breizh e oa en IXvet kantved, evel an inizi all. Goude 933 e oa deuet da vezañ Norman. Ur bod eo bet evit meur a zen e-pad kantvedoù. |
- Eil Brezel-bed:
- nav den nann-soudard a voe lazhet pa voe taget porzh Saint Hélyi gant kirri-nij alaman d'an 28 a viz Even 1940[1];
- an Alamaned a zegouezhas en aerborzh d'ar 1añ a viz Gouere 1940[2];
- dalc'het e voe an enezenn gant an Alamaned adalek ar 1añ a viz Gouere 1940 betek an 9 a viz Mae 1945.
Ar statud politikel
kemmañRenet eo gant ur beli hag ur parlamant (Breujoù Jerzenez gant 53 ezel).
Jerzenez a vez dileuriet e Caen, e Normandi douar-bras.
Parrezioù
kemmañTud
kemmañPennadoù kar
kemmañ- Jersey
- Anv ur stad amerikan a zo tennet eus Jerzenez : gwelet Jerzenez Nevez.