Beli
Ar beli a oa, er Renad Kozh, an den karget da lakaat an urzh da ren, en ur veliezh ("bailliage" e galleg), er rouantelezh c'hall, dindan aotrouniezh ar roue. Heñvel a-walc'h eo ouzh karg ar prefed hiriv, e-keñver ar surentez, met galloudegoù justis ouzhpenn o doa.
Belied zo c'hoazh e Beliezh Jerzenez hag e Beliezh Gwernenez, oc'h ober evel penn ar justis ha prezidant ar vodadenn lezenniñ, Aa Stadoù. Anvet e vezont bailiff ("bailli" e galleg).
Senechaled o doa ar memes roll e lec'hioù zo e Bro-C'hall hag o bannoù a veze anvet senechaliezhoù (sénéchaussées, e galleg). E Breizh e voe senechaled peurliesañ.