Dourioù etrebroadel
Graet e vez dourioù etrebroadel eus an holl dakadoù morel ha n'int ket dindan beli ur riez, p'eo an "dourioù dindan beli ur riez aodel" an termen kontrol. Meurvorioù, morioù ha dourioù ha n'int ket dindan al lezenn etrebroadel (Gwir ar mor amañ) a zo anvet an donvor pe ar c'heinvor pe ar mare liberum ("ar mor frank" e latin).
Diouzh ma pellaer eus an aodoù e tigresk gwirioù ar riez aodel hag ez eus meur a dakad morel meur a wir dibar warno :
- an dourioù diabarzh
- ar mor tiriadel
- an takad-mor tost
- an takad armerzhel forc'hus
- ar plateiz kevandirel
- an donvor ; an takad-mor etrebroadel eo hemañ ivez.
Forzh pe vag pe lestr a c'hell merdeiñ en donvor hag en takad-mor etrebroadel hep bezañ graet un emglev gant ur riez. An danvezioù naturel a gaver e-barzh n'int ket perc'hennet gant riez pe riez, ha teir fennaenn zo enskrivet e Gwir ar mor :
- frankiz ar merdeiñ
- frankiz ar pesketa
- frankiz ar gournijal
Bigi ha listri a chom dindan lezennoù stag ouzh riez o banniel broadel. Koulskoude, pep riez a c'hell mont a-enep al listri implijet evit ar morbreizherezh ha kenwerzh ar sklavourien diouzh e intrudu.
Emglevioù war lezennoù ar mor
kemmañ- 1856 e Londrez : emglev diwar-benn berzidigezh ar c'hourserezh
- 1972 e Londrez : emglev MARPOL (Martitime Pollution) diwar-benn diarbenn saotrerezh ar mor
- 1984 : emglev LOS (Law of the Sea) diwar-benn Lezenn ar mor
- 1992 : emglev CBD (Convention on Biological Diversity) diwar-benn liesseurtegezh bevoniel, dreist-holl ar mennadoù 12-13, a denn d'an ekosistemoù dourel treuzharzhel
- 1997, Aozadur ar Broadoù Unanet : emglev diwar-benn implijoù er-maezh ar merdeiñ en hentoù merdeiñ - (nann-degemeret ez-ofisiel)
Notennoù
kemmañ- ↑ (en) 'Marine Regions'. Kavet : 06/09/2022.