Wallis ha Futuna
Wallis ha Futuna (galleg: Wallis-et-Futuna; fakauveaeg ha fakafutunaeg: Uvea mo Futuna), ent-hir Tiriad Inizi Wallis ha Futuna (galleg: Territoire des îles Wallis et Futuna), a zo un tiriad enezek polinezian eus Su ar Meurvor Habask etre Tuvalu er gwalarn hag Enez-Rotuma (Fidji) er c'hornaoueg, ha lodenn bennañ Fidji er mervent; emañ Tonga er gevred, Samoa er reter, ha Tokelau er biz. E dalc'h ar Frañs emañ an tiriad-se, hag ur strollegezh tramor (COM) eus ar Republik-se eo abaoe 2003.
Teir enezenn bennañ a ya d'ober an tiriad: Wallis (Uvea), Futuna hag Alofi. Inizi tanveneziek ez int. Ur gorread a 264 km2 a zo en holl gant ur 15 000 den bennak o chom enno. Matāʻutu eo ar gêr-benn hag ar gêr vrasañ.
MelestradurezhAozañ
Daoust ma'z eo stag ouzh Republik Frañs hag eo bonreizh ar Vvet Republik eo a vez lakaet da dalvezout, ez eo renet an tiriad gant roueed henvoazel, ha tri a zo anezho.
Melanezia : Fidji • Kaledonia-Nevez • Papoua Ginea-Nevez • Papoua ar C'hornaoueg • Inizi Salomon • Vanuatu
Mikronezia : Guam • Hawaii • Kiribati • Inizi Mariana an Norzh • Inizi Marshall • Atoll Midway • Stadoù Kevreet Mikronezia • Nauru • Palau • Wake
Polinezia : Inizi Cook • Niue • Enez Pask • Pitcairn • Polinezia C'hall • Samoa • Samoa Amerikan • Tokelau • Tonga • Tuvalu • Wallis ha Futuna • Zeland-Nevez