Aostralazia
Aostralazia (anv hag a dalvez "Azia ar Su") a zo ur rann eus ar bed hag a gemm he zachenn hervez ar mareoù hag an douaroniourien. Ur rann eus Okeania eo dre vras, hag en un doare strizh emañ ingal Aostralia ha Zeland-Nevez e-barzh, koulz hag an inizi bihan pe bihanoc'h nes. Pa vez gwelet en un doare ledanoc'h, ar pezh a vez graet alies gant an naturourien hag an ekologourien, emañ e-barzh ivez Ginea-Nevez, hag inizi all e-maez eus Mikronezia ha Polinezia, da lavaret eo emañ koulz lavaret Melanezia a-bezh e-barzh ivez. Evit ekozonenn Aostralazia e vez ouzhpennet a-wechoù inizi all eus enezeg Indonezia, a-reter da linenn Wallace evel Timor, Sulawesi, Inizi Maluku ha Flores.