Ur pennad Flores zo ivez.

Flores zo unan eus inizi Indonezia, e proviñs Nusa Tenggara Timur.

  • ██ Enez Flores en Indonezia
  • Emañ etre inizi Sumbawa ha Komodo er c'hornôg, Lembata er reter, Sumba er c'hreisteiz ha Timor er gevred.

    E 2010 e oa 1 831 000 a dud o chom war Flores, 13 540 km² he gorread, eleze ur stankter a 135 den/km². An darn vrasañ anezho zo katoliked, dre ma voe kristenaet ar vro gant trevadennerien deuet eus Portugal. Maumere eo ar gêr vrasañ.

    E 2003 e voe kavet Homo floresiensis, ur spesad eus ar genad Homo hag a veve en enezenn betek mont da get war-dro 50 000 a vloavezhioù zo, da lavaret eo war-dro donedigezh Homo sapiens war an enezenn[1]. Hobbited a vez graet eus Homo floresiensis abalamour d'o ment vihan[1].

    Notennoù

    kemmañ