Komodo (enez)
Komodo zo unan eus inizi Indonezia, e proviñs Nusa Tenggara Timur. Ur gorread 390 km² he deus hag annezet eo gant war-dro 2000 den.
Komodo
Rann eus | Lesser Sunda Islands |
---|---|
Anv | Komodo |
Stad | Indonezia |
E tiriad | West Manggarai |
War ribl | Savu Sea |
Lec'hiadur | Lesser Sunda Islands |
Daveennoù douaroniel | 8°34′37″S 119°27′4″E |
Emañ enez Komodo etre div enezenn vrasoc'h, Sumbawa er c'hornôg ha Flores er reter.
Anavezet eo an enezenn abalamour d'al loened dibar zo enni, evel varaned Komodo, lesanvet ivez erevent Komodo, glazarded brasañ ar bed. Emañ an enezenn e Park Broadel Komodo, ha dont a ra e-leizh a douristed di.