Enez Pask
Enez Pask, Rapa Nui "Enez Vras" e rapanuieg hag Isla de Pascua e spagnoleg, zo un enez e-kreiz su ar Meurvor Habask, anezhi an dachenn douar pellañ eus pep douar all er bed, 3 700 km a-vaez da Chile ha 4 000 km a-vaez da Enez Tahiti. Ken pell all emañ an douaroù tostañ en norzh hag er su, gant 3 800 km alese d'an Inizi Galápagos ha 5 000 km da Antarktika. Stumm un tric'horn bihan zo d'an enez, ha hi un tammig brasoc'h he zachennad eget hini Pariz.
Rapa Nui Isla de Pascua | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Kan broadel : Te Pito Te Henua | |||||
Gouloù-deiz en ahu Tongariki | |||||
Melestradurezh | |||||
Riez | Chile | ||||
Rannvro | Valparaíso | ||||
Tiriad | Rapa Nui | ||||
Proviñs | Rapa Nui | ||||
Kumuniezh | Rapa Nui | ||||
Kêr-benn | Hanga Roa | ||||
Gouarnerez | Laura Alarcón Rapu | ||||
Maer | Pedro Edmunds Paoa | ||||
Kod pellgomz | +56 32 | ||||
Moneiz | Peso chilean (CLP) | ||||
Yezhoù | Spagnoleg Rapanuieg | ||||
Douaroniezh | |||||
27°07′10″ S – 109° 21′ 17″ K | |||||
Gorread | 163,1km² | ||||
Uhelder | • Uhelañ : 511 m (Maʻunga Terevaka) • Izelañ : 0 m | ||||
Poblañs | 7 750 (2017)[1] | ||||
Stankder | 47,5 ann./km² | ||||
Gwerzhid-eur | UTC–6 (Hañv) UTC–5 (Goañv) | ||||
Internet | Lec'hienn ofisiel |
Istrovanel eo an hin, gant ur gwrezverk keitat par da 21°C, ar gwrezverk izelañ o vout 18°C e miz Gouere/Eost hag an uhelañ 28°C e miz C'hwevrer. Alies e vez glav (1 138 mm ar bloaz), met a-gementadoù bihan bewech.
Trevadennet eo bet an enez-se gant Polinezianed etre ar Vvet kantved hag an XIIvet kantved. Lakaet e vez Enez Pask da harz Polinezia e tu ar reter pellañ. Stummañ a ra, gant enezeg Hawaii en norzh ha Zeland-Nevez er su, unan eus bevennoù Polinezia, enni kantadoù a inizi.
Douaroniezh
kemmañOrin
kemmañDaou vilion a vloavezhioù zo e kreskas ar menez-tan Poike betek toullañ gorre an dour. Ur milion vloaz war-lerc'h e voe ar menez-tan Rano Kau, hag er fin e voe, 760 000 bloaz goude, ar menez-tan Maunga Terevaka. Savet eo Enez Pask diwar 74 menez-tan dioberiant.
Dre mikrohinad paludenn Menez Rano Kau ez eus bet ur bern plant en he c'hreiz, dreist-holl broen hag totora. Gouest eo ar plant-se da zougen un den, ken solut ha tev int. Betek 1973 ez ae alies ar Rapanuied davit dour e paludenn ar menez-tan Rano Kau.
Dek mil bloaz zo e voe dislonkadenn-danveneziek diwezhañ ar menez-tan Rano Kau. E doull-diskarg, lec'hiet 250 m a-us live ar mor, zo tremen 1 km e dreuzkiz, hag ur baludenn 280 m he donder zo ennañ.
Gweledva
kemmañN'eo ket Enez Pask ur baradoz : melen/gwenn eo, krin e seblant bezañ, n'eus tamm stêr ebet enni. Alies-tre e vez skubet an douar gant an avel-mor, ha nebeut-tre a blant zo. Evel-se emañ an enez, dre fazi ar Saozon, peogwir e veze desavet kalz a zeñved gante eno e penn-kentañ an XXvet kantved ha ne c'helle ar plant kreskiñ da nebeutoc'h eget 50 cm donder en douar, neuze ez eo diaes-tre d'ur wezenn bevañ eno. N'eus nemet div draezhenn, lec'hiet 15 km diouzh ar gêriadenn ; roz int dre m'int graet diwar tammoù koural.
Dre ma 'z eo graet an aod gant lava ez eus bet toullet ur bern groc'hoù hag a riboulioù danzouar (muioc'h eget 100) gant nerzh ar mor. Alies-tre int bet implijet gant ar Rapanuied d'en em skoachañ ha da lojañ.
N'eus loen ebet o vevañ war an enez-se ha n'eo ket bet degaset gant mab-den. Ar razhed hag ar [[yar|yer], a zo bet degaset gant ar Bolinezianed, zo bet e-pad pell ar c'hig nemetañ war an enez. Europiz o deus degaset kezeg, saout ha deñved.
Sophora toromiro[2] zo ur spesad gwez bihan eus kerentiad ar Fabaceae ha ne gresk nemet en inizi ar meurvor Habask. N'eus bet kavet hini all ebet war ar blanedenn, neuze e teu sur a-walc'h ar blantenn-se eus Enez Pask ; ken kozh ha 30 000 bloaz eo ar roudoù koshañ a zo bet kavet. Implijet e veze ar gwez-se evit kizellañ moaioù e koad, met distrujet e voent dre fazi an deñved degaset gant Europiz. Ar wezenn Sophora toromiro diwezhañ a voe kavet e 1955 gant an henoniour norvegat Thor Heyerdahl er menez-tan Rano Kao. Miret eo he hadoù e mirdioù e Chile hag e Göteborg (Sveden). Ur bern taolioù-esae zo bet graet evit adplantañ Sophora toromiro en enez, met c'hwitet e voent holl betek 1995.
Ar gwez Paschalococos disperta (Arecaceae)[3] zo aet da get da vat. Roudoù bras anezho zo bet kavet dre zielfennadur ar pollen gant John Flenley hag S.M. King. Tost-tre e oant d'ar gwez-palm ramzel o tont eus Chile, Jubaea chilensis[4], brasañ gwez-palmez ar blanedenn. Marteze o deus servijet da dreuzdougen ar moaioù. Ar Jubaea chilensis eo palmez brasañ ar blanedenn.
-
An draezhenn Anakena
Istor
kemmañUr sevenadur ha n'eo ket ken kozh-se
kemmañEus 1500 a-raok J-K betek 800 goude J-K ez ergerzhas ar Bolinezianed un dachenn-vor ec'hon-spontus, ec'honoc'h eget hini ar Vikinged), e-kreiz ar Meurvor Habask. E 500 goude J-K e tizhjont Enez Pask, e deroù ar Grennamzer europat.
Betek ar 5 a viz Ebrel 1722, an deiz ma 'z erruas an Izelvroad Jakob Roggeveen, ar re hag a zeuas da vezañ ar Rapanuied o devoa savet ur sevenadur meur. Lavaret e vez hiziv an deiz ez eo unan eus ar sevenadurioù dibarañ a zo bet biskoazh er bed.
Hervez ar bennvojenn rapanui, seiz diaraoger a vije bet kaset er reter gant ar Bolinezianed, ha kavet o devije an enez. Goude-se e teuas ar roue Hotu Matua evit en em staliañ enni gant e wreg Avareipua. Ur bern tud a voe degaset ganto, paotred, merc'hed, bugale, plant ha loened evit gallout bevañ eno. Ganto e voe kizellet delwennoù war an enez : seizh moai, unan evit pep unan eus ar seizh diaraoger. O gwelout a reer c'hoazh hiziv an deiz, emaint war ar Ahu Akivi, an ahu nemetañ lakaet e kreiz an enez hag n'eo ket war an aod evel ar re all. Reteret war-zu ar mor, emaint o sellout war-du Polinezia.
Hervez ar vojenn bepred e voe lodennaouet poblañs an enez. Ar pennlodennoù a oa ar verrskouarneien, sur-a-walc'h diskennidi ar Rapanuied kentañ (diskennidi Hotu Matua), hag an hirskouarneien, degouezhet kalz goude war an enez.
Meur a vrezel a vije bet etre an div bobl-se, ur bern tud a vije bet lazhet. Sur-a-walc'h ez eus bet ar brezelioù-se dre fazi an diouer a voued, ha dre fazi anadennoù direizh an hin. En ur prantad diskar edo ar Rapanuied, ar pezh a voe grevusaet gant donedigezh Europiz.
Donedigezh Europiz
kemmañAn amiral izelvroat Jakob Roggeveen a voe an Europad kentañ o lakaat troad war douar Rapa Nui, d'ar 5 a viz Ebrel 1722, p'edo o klask ur c'hevandir e Meurvor Habask ar Su. Ne chomas nemet pemp devezh war an enez. Ha dre ma 'z eo bet kavet an enez-se da zevezh Pask ez eo bet anvet Paasch-Eyland "Enez Pask" gantañ.
Goude an Izelvroad e voe ar Spagnoled e miz Kerzu 1770, renet gant Felipe Gonzales y Haedo, a oa ivez o klask un enez er Su. C'hwec'h devezh e chomjont war an enez. Dont a reas an enez da vezañ ul lodenn eus tiriad Spagn anvet Isla de San Carlos en enor d'ar roue Carlos III.
E 1774, ar Saoz James Cook a chomas e-pad tri devezh war an enez p'edo o tistreiñ eus Antarktika. Komz a reas anezhi e-pad pell en e istorioù, met evitañ ne dalveze ket ar boan he ferc'hennañ, n'he doa perzh strategek ebet, nag evit Bro-Saoz nag evit ar broioù all.
P'edo ar Gall Jean-François de La Pérouse oc'h ergerzhout e Meurvor Habask ar Su e kavas an enez d'an 9 a viz Ebrel 1786. Deuet e oa-eñ gant skiantourien hag ofiserien evit ensellout ar monumantoù hag an tier rapanui. Un toullad plantennoù a voe treset ganto, evit ar wech kentañ.
Goude bezañ bet gweladennet gant ar bed a-bezh e voe preizhet an enez forzh pegement.
Preizhadegoù
kemmañUn toullad bagadoù estrenien a voe o klask argadenniñ an enez e penn-kentañ an {{XIXvet kantved]]. Ar re hag a oa deuet a-benn a voulc'has preizhadegoù spontus. Goude lazhadegoù, skrapadennoù hag gwallerezhioù, e krogas ar Rapanuied da vezañ tagus enep an dud hag a errue war o enez. En em zifenn a rejont dre stlepel mein en ur youc'hal.
D'an 12 a viz Kerzu 1862 e voe paket ur miliad a Rapanuied gant marc'hadourien sklaved deuet eus Perou. E-touez ar brizonidi e oa ar familh-real hag an holl skiantourien gouest da zigejañ ar skritur rongorongo. Lakaet e voent da labourat e mengleuzioù guano Perou, ul labour diaes ha taer. Dindan gwask Bro C'hall ha Bro-Saoz e voe dieubet ar pezh a chome eus ar boblad rapanui – 80% anezho a oa marvet er mengleuzioù. Pemzek hepken a zistroas da Enez Pask. Hep gouzout dezho e oant bet kontammet gant ar vrec'h e Perou. Muioc'h eget an hanter eus ar Rapanuied a chome a voe lazhet gant ar c'hleñved-se. Da get ez eo aet ar boblad rapanui hiziv an deiz, Polinezianed penn-kil-ha-troad eo an holl dud hag a zo o chom war Enez Pask.
Dont a reas ar breur Eugène Eyraud war an enez e miz Mae 1863 : nav mizvezh e chomas, hag e miz Meurzh 1866 e tistroas hag en em stalias da vat eno gant tri misioner evit avielañ an annezidi, ha diskar a reas c'hoazh muioc'h ar sevenadur rapanui dre dagañ o relijion. E 1868, da varv ar breur Eyraud, ul lestr-brezel amerikan a sammas delwenn muiañ kehelet an enez, anvet Hoa Hakananai'a, ar Freuzer Gwagenn.
E miz Ebrel ar memes bloaz ez erruas Jean-Baptiste Dutrou-Bornier, ur c'hantread gall, war an enez. C'hoant en devoa da brenañ ar muiañ a dachennoù-strujus ma c'helle, evit ar magañ loened. Prim a-walc'h en em lakaas da roue an enez ha da vac'homañ ar Rapanuid, en drouklazhas e 1877.
Bezañs ar Chileaned
kemmañD'an 9 a viz Gwengolo 1888 e kemeras ar c'homandant chilean Policarpo Toro an enez evit Chile. Nebeud goude e lezas ar gouarnamant chilean al labour-douar gant ur gompagnunezh saoz, Williamson-Balfour, da vagañ deñved, ar pezh a zrastas glazadur Enez Pask.
Tamm-ha-tamm e voe parket annezidi an enez er gêriadenn Hanga Roa hag a zo kêr-benn an enez hag ivez ar gêr nemeti, kelc'hiet gant orjal-dreinek. Arabat e voe mont er-maez eus an dachenn-se hep aotre ur pennsoudard chilean.
E 1952 ez echuas kevrat-feurmiñ an enez gant ar Saozon. Kreñvaat a reas ar Chileaned o dalc'h war an tiriad evit abegoù strategek ofisiel. Kontrolliñ a rejont neuze 90% eus an enez, en ur barkañ ar boblañs er gêriadenn.
E 1966 e voe staget annezidi Enez Pask da broviñs Valparaíso. Roet e vez dezho ar gwir da votiñ ha paperioù identelezh. Anvet int Pascuenses, diwar Pascua, a zo "Pask" e spagnoleg.
Hiziv an deiz ez eo liammet an enez gant Santiago, kêr-benn Chile, ha gant Papeete dre zaou garr-nij hag a zeu bep sizhun, eus ar gompagnunezh-aer LAN Chile, ganto ur monopol.
Kelennet e vez ar yezh rapanui evit he saveteiñ, ha fellout a ra da annezidi Enez Pask bout emrenoc'h dre skañvaat pouez ar veli chilean. E Santiago e soñj ar pennadurezhioù n'eo ket gouest ar Pascuenses da verañ o c'hudennoù o-unan.
Henoniezh
kemmañDelwennoù ramzel
kemmañBez' ez eus 838 moai en enez, da aroueziañ an doueoù hag an hendadoù.
Unan a oa da bep meuriad, lakaet war ur savenn-sakr anvet ahu ; implijet e vezent ivez evel bezioù ha bepred e vezent staliet a-hed an aodoù, o treiñ kein d'ar mor hag o sellout ouzh an tier a warezent. Hervez an hengoun ez eo kiriek pep moai eus al lodenn eus ar bed emañ o selloù paret warni.
Diwar roc'h ar menez-tan Rano Raraku, a zo aes da gizellañ, ez eo bet molumet an darn vuiañ eus ar meurvein. Kemmesket eo ar roc'h gant ludu fetisaet ar menez-tan ha gant tammoù maen-bazalt, ar pezh a ro un danvez mat-tre evit kizellañ. Ar moaioù a veze kizellet penn-da-benn er vengleuz a-raok bezañ degaset d'al lec'h ma voent staliet.
Hervez ar vojenn e veze douget ar moaioù gant un dreistnerzh anvet ar mana', kerzhout a raent o-unan betek o savenn. E gwirionez, kalz tud a veze rekis evit o zreuzdougen, gant ur pezh mell nerzh hag ivez kalz amzer.
Ne oa ket trawalc'h a goad gant ar Rapanuied evit lakaat an idoloù da ruilhal war hanochennoù ; dilec'hiet e vijent bet war o sav, en ur sachañ war kordennoù-plant dre an tu dehoù ha goude dre an tu kleiz.
Moai Te Paro eo ar brasañ moai war an enez : 12 metr uhelder (gant ar pukao, an tog) ha 80 tonenn a bouez ; gourvezet emañ hiziv. E savenn, anvet Ahu Te Pito Kura, zo lec'iet 6 km diouzh ar vengleuz. Da lavar lod skiantourien ez eus bet ezhomm ur bloavezh ha 30 den evit e gizellañ, 2 vizvezh ha 90 den evit e zilec'hiañ, 5 mizvezh hag 90 den a-benn e lakaat sonn war e savenn. Unan all brasoc'h c'hoazh, diechu avat, zo bet kavet er vengleuz : 21,65 m e uhelder ; Te Tokanga eo e anv. Ur wech distaget e vefe bet pounner-tre, 200 tonenn.
Moaioù brasoc'h-brasañ a veze kizellet gant ar Rapanuied evit sioulaat an doueoù hag an hendadoù e-pad ma c'hoarveze kemmoù gwashoc'h-gwashañ en hin, ha ma veze nebeutoc'h-nebeutañ a draoù da zebriñ. Brezelioù a voe etre ar meuriadoù e fin an XVIIIvet kantved ; distrujet e voe delwennoù ar c'hlannoù all e-giz rebourserezh. Gant Kornôgiz an XIXvet kantved e voe preizhet ha diskaret an nebeud moaioù hag a chome. En XXvet kantved ez eo bet adlakaet lod moaioù en o sav gant ar skiantourien hag a-drugarez da vadoberourien estren.
E 1955, Thor Heyerdahl a adlakaas war e sav moai digenvez an Ahu Ature Huki e pleg-mor Anakena a-drugarez da Bedro Atan, maer ar gêriadenn; 18 devezh labour a voe ret. Sonn emañ c'hoazh hiziv an deiz.
Delwennoù koad
kemmañAr ger rapanuiek moai a dalvez evit n'eus forzh peseurt kizelladur denheñvel pe loenheñvel, e koad pe e mein.
Ar c'hizelladur war goad zo unan eus koshañ ha sakrañ hengoun ar pobladoù polinezian. Evito ez eo ar c'hoad an danvez hag a arouez ar muiañ an darempredoù etre an den hag an nerzhoù dreistordinal : liammañ a reont an douar gant an oabl ha gwareziñ a reont an evned, a zo kannaded an doueoù.
Ar moaioù e koad n'int ket ken stereotipet hag ar re e maen, met savet int hervez dezverkoù a gened resis-tre.
Tri rummad delwennoù denheñvel zo.
- Ar moaioù tangata, a vez alies-tre tud en noazh, hendadoù sur a-walc'h ; ral-tre int, n'eus ket muioc'h eget pemp en EnezPask.
- Ar moaiù kavakava, a arouez an akuaku, ar speredoù ; daoust d'o c'hostezennoù balirek, da wareg o abrantoù, d'o aval-gouzoug ha d'o groñj merket ez eo kizellet o c'horf dre gaer. Echu a ra al livenn-gein gant ur walenn e live an dargreiz, evel ar moai e maen. Ne chom nemet hanter-kant anezho.
- Ar moaioù papa, a zo plat a-walc'h pa seller outo a-gostez hag uhel pa seller outo a-dal ; n'eus nemet un dek bennak hag a zo anavezet.
Ar moaioù loenheñvel a ziskouez tud hanter loen, kizellet en un tamm koad kamm. Bras eo gwareg o abrantoù, echuiñ a ra o fri en un tric'horn, ront eo krec'h o c'hlopenn, kuzhet eo o brec'h dindan o c'horf, hir e vez bizied o dorn a-wechoù, staget eo an divhar, e penn al livenn-gein ez eus un aveler e stumm lost ul labous. An hevelep arouez a weler war ar moai tangata manu (an den-labous).
Rei miro a dalvez "tro-gouzoug e koad", douget e veze gant roue an enez ha tud e lez, deuet eo da vezañ arouez ar banniel rapanui.
Orongo hag an den-labous
kemmañE mervent Enez Pask emañ ar gêriadenn Orongo, e tu kleiz ar menez-tan Rano Kau. Bez' ez eus un 50 ti bennak eno, savet gant ar Rapanuied diwar darennoù mein moan berniet. Izel-tre eo an digoroù, ret e oa mont tre en ur skrampañ. Adal Orongo e c'helle ar Rapanuied gwelout inizi Motu Kau Kau, Motu Iti hag Motu Nui. Bep bloaz e nije gwennili-mor a-hed tremen 100 km evit dont da zozviñ war an inizi-se. Kement-se a c'hanas pouezusañ lid relijiel an enez : an den-labous a veze lidet adalek miz Gouere betek miz Eost, e-pad nevezamzer ar Su, ar c'houlz ma tozv ar gwennili. Ur genstrivadeg e oa, ar pal a oa degas kentañ vi ar c'houlz-amzer, ret e oa neuial a-hed 2 km betek Enez Motu Nui en dour dañjerus darempredet gant rinkined ; goude bezañ erruet war an enez e veze ret gortoz sizhunvezhioù evit kaout vi kentañ an nevezamzer. Neb a c'houneze en devoe titl an den-labous, dont a rae da vezañ un hanter-doue, lavaret e veze e oa bet degaset gant an doue Make Make, doue meur ar Rapanuied. E-pad bloaz e oa ret d'an den-labous chom en ur groc'h ma veze degaset boued dezhañ, pa oa lakaet da gendivizer etre an doueoù hag an dud. Kalz skeudennoù a gaver war dachenn henoniel Orongo.
Petroglif
kemmañKalz piktogrammoù a voe livet gant ar Rapanuied e meur a lec'h en enez. Aroueziadurioù grafek int, skeudennus pe arouezel ; ne chom nemet un nebeud anezho hiziv an deiz. An hini arouezusañ, gant laboused, a voe kavet e su an enez, e-barzh ar groc'h Ana Kai Tangata. Evit livañ o zresadennoù ez implije ar Rapanuied ur meskad eoulek a anvent ki'eahag a zeue eus an douar gwenn ha ruz, eus an tornaodoù hag eus sev ar plant. Ar moaioù a oa ivez induet gant ar meskaj-se.
Ar petroglifoù zo engravadurioù war vein, a gaver ivez e meur a lec'h en enez. En Orongo ha dirak an ahu Tongari emañ ar re vravañ ha brasañ : petroglifoù Papa Tataku Poki, kizellet war an douar roc'hellek, hag a arouez glifoù rapanui, baoted, pesked hag an den-labous ivez.
Ar Park broadel rapanui, 40% eus an enez, a voe disklêriet evel glad bedel mab-den e miz Kerzu 1995.
Sevenadur
kemmañYezh
kemmañAr rapanuieg eo yezh annezidi Enez Pask ; ur yezh kar d'an tahitieg eo. Treuskaset e vez a remziad da remziad abaoe muioc'h eget 15 kantved. Ul lusk merket ha konsonennoù dous zo er yezh, alies e vez adlavaret ar silabennoù, evel er ger rongorongo, "skritur".
Hiziv an deiz, un darn vrase us 7 750 annezad Enez Pask zo Chileaned ha ne ouzont nemet spagnoleg. Met stourm a ra ar Rapanuied evit buhez o yezh, he nevesaat a reont dre dreiñ gerioù arnevez e rapanuieg evit lakaat ar yezh da vont war-raok.
E-pad ar bloavezhioù 1960, Enez Pask a gemeras perzh en armerzh Chile dre savadur an aerborzh ha melestradurezh keodedel ar Stad. En em staliañ war an enez a reas kargidi deuet eus ar c'hevandir, kalz dimezioù kemmesket a vez etre tud Rapa Nui ha re deuet eus Chile pe eus broioù all. Kalz muioc'h a veajoù da Chile a voe ivez, ha kalz muioc'h a douristed o tont d'an enez ; kollet gant ar Rapanuied o mestroniezh war o ziriad neuze. Goude-se ez eo kalz aesoc'h implijout ar spagnoleg er c'hornioù kumuniezhel, ha bez' ez eus muioc'h-muiañ a dud hag a oar spagnoleg, yezh-vamm lod bugaligoù eo, evit n'o devije ket ar memes kudennoù hag o deus bet o zadoù.
Daoust ma 'z eo bet un tammig lezet a-gostez ar rapanuieg e dibenn an XIXvet kantved e chom ar yezh muiañ komzet gant kalz annezidi. Divyezhek bremañ eo an darn vrasañ eus an oadourien ha na ouient nemet rapanuieg ; spagnoleg a gomzont el lec'hioù foran met e rapanuieg ez eont etrezo er gêr ; da skouer, spagnolek eo an oferenn gatolik dre vras, met rapanuieg a glever enni ivez. Hervez an arbennigourien war ar yezh e chomo bev e-pad pell c'hoazh.
E 1975 e voe lakaet da ofisiel deskadurezh ar yezh gant maodierniezh an Deskadurezh-Stad. E 1986 e veze desket rapanuieg er skolioù kentañ-derez. Hervez skol-veur gatolik Valparaíso, 58% eus ar boblañs a gomze rapanuieg e 1998, pa ne oa nemet 39% e 1979. E 1998 e krogas deskadurezh ar rapanuieg er mod "soubidigezh" el lise Lorenzo Baez Vega en Enez Pask. An holl gentelioù zo kelennet e rapanuieg, war-bouez ar spagnoleg. Kant skoliad zo kelennet er mod-se ; ar re all e vez kelennet dezho ar mojennoù, an hengounioù, ar c'hoarioù hag ar sonerezh rapanui. E 2004 e voe krouet Akademiezh ar rapanuieg.
- Al lizherenneg rapanui
Dek kensonenn ha pemp vogalenn zo e rapanueg, aroueziet gant ugent lizherenn latin : A • Â • E • Ê • G • H • I • Î • K • M • N • O • Ô • P • R • T • U • Û • V • ʻ .
|
|
- Skritur
Ar Rapanuied eo ar boblad polinezian nemeti bet ijinet ganti ur skritur, met goude ar skrapoù bet graet en Enez Pask e XIXvet kantved hag ar gouennlazh hag a zo bet goude, ster ar skritur-se zo aet da get ; unan eus kevrinoù meur Enez Pask eo hiziv an deiz.
Rongorongo eo anv ar skritur rapanui. N'eus bet kavet nemet 21 tablezenn, 1 vazhig-skritur ha 595 glif anezhañ. Stummoù denheñvel, loenheñvel pe ventoniel zo bet engravet en ur mod linennel gant dent rikined pe gant tammoù maen-gwer war skorioù e koad-levn.
Evel ar boustrofedon e lenner ar rongorongo : al linenn gentañ a gleiz da zehoù, an eil linenn a zehoù da gleiz, hag evel-se a bep eil betek diwezh ar skrid. Nebeud a dud a ouie lenn an testennoù-sakr, an tangata manu.
- Geriaoueg|
Setu amañ un nebeud gerioù rapanuiek.
- AHU : sichenn-led ar moaioù. Alies e vezont war vord ar mor, kenstur gant an aod ; lod zo staliet diouzh dezverkoù steredoniel, kenstur gant an heol pe el lec'h ma sav an heol er goursavioù pe gedezioù. Da vezioù e servijent ivez. Mmrae eo an anv e rannvroioù polinezian all.
- AKUAKU : boud dreistnaturel ; spered ar familh.
- ANAKENA : traezhenn Anakena e biz an enez, a zo gant hini Ovahe unan eus div draezhenn Enez Pask. Eno en dije dilestret Hotu Matua, kentañ roue Rapa Nui. Staliet eo war an draezhenn-se an ahu Nau Nau hag e bemp moai, gant o fukao.
- HOPU MANU : bep nevezamzer, ar servijer hag a neuñv da gentañ betek Motu Nui, e-kerzh lid an den-labous, davit kentañ vi ur gwennili.
- MAKEMAKE : doue-krouer hag a zo doue pouezusañ ar Rapanuied kozh.
- MANA : ur galloud dreistnaturel ha hud bec'hiet e lod tud, a oa gouest da zougen an delwennoù ramzel. Evito e teue ar galloud-se eus ar blev, neuze pa varvas roue diwezhañ an enez en abeg d'ar vrec'h e voe troc'het e vlev hag e kollas e nerzh. Dre-se e voe kollet ar mana da viken.
- OTEKA hag OUA : anvioù an div vag implijet gant an enbroerien bolinezian dindan urzhioù Hotu Matua evit erruout war an enez.
- PARO : anv an delwenn, un dek metr bennak he uhelder, hag a zo staliet war ar savenn Te Pito Kura.
- PIPI HOREKA : un tamm maen hag a servije da vevenn douaroniel.
- PUKAO : un tog bras-tre e koc'hien tanveneziek, ur metr pe zaou e uhelder ha daou pe dri metr e dreuzkiz, etre nav ha daouzek tonenn a bouez ennañ, hag a weler war penn lod moaioù. Nepell diouzh Hanga Roa emañ Puna Pau, ar vengleuz ma veze kizellet pukaoioù.
- RAPA NUI : "Enez Vras" ; anv hengounel Enez Pask hag he henvroidi.
- REI MIRO : ur c'hinkladur kerc'henn e stumm ur greskantenn, alies douget gant an ariki (ar pennoù). Unan zo war banniel Rapa Nui.
- TONGARIKI : an ahu Tongariki eo steudad-moai brasañ an enez, e gevred an enez, e traoñ ar menez-tan Rano Raraku, mengleuz ar moaioù. Diskaret e voe ar 15 moai - an hini ponnerañ eus an enez en o zouez, 86 tonenn ennañ – gant un tsunami e 1960 ; gant gouarnamant Chile hag un embregerezh Japanat e voent adlakaet en o sav e [[1990].
Kontadennoù hag mojennoù
kemmañ- Hotu Matua hag ar seizh ergerzher
Edo ar roue Hotu Matua o chom e Hiva p'en devoe e guzulier kozh Hau-Maka ur welidigezh : un dachenn douar pellvor, anvet Te pito o te kainga
pe Matakiterani
("Lagad o sellout ouzh ar stered"), e-kreiz ar meurvor, war-du an heol. Kas a reas Hotu Matua seizh ergerzher da glask an enez-se ; anvet e oant Ira, Raparena, Ku'uku'u A'Huatava, Rinirini A'Huatava, Nonoma A'Huatava, Uure A'Huatava ha Makoi Rinirini A'Huatava. Erruet war Rapa Nui e klaskjont ul lec'h evit en em staliañ ha plantañ ignam. Degaset e oa bet gant daou anezho ur moai hag un dro-gouzoug e perlez, hag a voe kuzhet war an enez. Unan eus an ergerzherien a chomas war an enez, ar re all a yeas kuit evit lavarout d'o roue ar pezh o doa kavet.
D'un deiz e kollas Hotu Matua e ditl a roue, mont a reas neuze gant e familh hag e heuliad war daou vahi (ur c'hanoe doubl eo ur bahi) war-du Te pido o te kainga. Goude un toullad devezhioù war ar mor e tilestrjont war draezhenn Anakena, ma voe savet an ti-real nevez. Adal neuze e voe anvet an enez Te pito o te henua
("Begel ar bed").
Hiziv an deiz c'hoazh e laka an ahu Akivi ("Savenn-sakr") da soñjal e donedigezh ar seizh ergerzher : seizh moai zo eno, o selloù paret war an dremmwel war-du Hiva, al lec'h ma teuont.
- Ar verrskouarneien hag an hirskouarneien
En amzer ma oa Tu'u Ko Iho ar roue ez erruas an dud anvetHanau eep ("an hirskouarneien") war an enez. Souezhet-bras e voe ar bobl Hanau momoko ("ar verrskouarneien") ha diskennidi Hotu Matua pa weljont ar boblad gwazed hirskouarnek-se o erruout, diwragez ha diroue. War ledenez Poike, e kornôg an enez, en em stalias an hirskouarneien. Kizellerien moai e oant, gouzout a raen o staliañ war ar savennoù-sakr (ahu). P'o devoa kemeret an tu-kreñv war ar verrskouarneien e c'houlennjont diganto teurel mein o tont eus douar Poike er mor, evit kompezañ an douar. Pa nac'has ar verrskouarneien e toullas an hirskouarneien ur pezh mell touflez eus Te Hakarava betek Mahatua war ledenez Poike, evit en em zispartiañ diouzh ar verrskouarneien. Neuze e voe leuniet an douflez gant dafar helosk evit lazhañ o c'henoazerien.
Skrapet a voe Moko Pinge'i, ur vaouez Hanau momoko, gant un Hanau eepe. Bevañ a reas ar vaouez verrskouarnek gant ar gwaz hirskouarnek e Poike, ha gouelañ evit he fobl. D'un noz ez eas-hi da welet an Hanau momoko evit lavarout dezho an dañjer. Antronoz hag en he arhent e voe taget an Hanau eepe dre souezh, e-keit ha m'edont o kousket, dre c'hoari an dro da Te hakavara dre an aod. Taolet e voe an Hanau eepe en touflez a oa entanet. Tri anezho hepken a chomas bev : daou a voe peuliet goude hag an hini diwezhañ a voe lezet e vuhez dezhañ ; dimeziñ a reas gant unan eus an Hanau momokoed, hag ur bugel o devo, a yeas da Dahai er c'hornôg. Met ne voe mui kizellet moai ebet, ne voe mui staliet hini ebet war an enez, aet da get e oa aet ar ouiziegezh-se, dre fazi an Hanau eepe.
- Evned Rapa Nui
Pell 'zo, ne oa labous ebet o tozviñ war Rapa Nui, na war an enez nag war an enezig Motu Nui. D'un deiz e teuas ur velegez anvet Hiu d'en em azezañ war bord pleg-mor Hanga Nui, klopenn un den en he c'hichen war ur roc'hell ; dont a reas ur skeud da gemer ar c'hlopenn diganti, neuñvial a reas Hiu evit e adtapout. Neuial a reas ar velegez har ar c'hlopenn neuze e-pad nozvezhioù ha devezhioù betek erruout war enez Motu Motiro Hiva (Enez Sala y Gómez hiziv, er biz da Rapa Nui). Ur bern guano gwenn laboused-mor a oa war an enez-se. Pan erruas Hiu war an draezhenn en em droas ar c'hlopenn en doue Makemake, a zo doue pennañ ar Rapanuied. Bez' edo war Motu Motiro Hiva an doue Haua, ur mignon da Vakemake, hag a zegemeras ar velegez ha Makemake en ur reiñ boued dezho. D'un deiz e c'houlennas Makemake ur c'houblad evned digant e vignon Haua. Ur wech distroet war Rapa Nui e lakaas Hiu ar c'houblad en e frankiz war ledenez Poike, e reter an enez.
Bloaz goude e tistroas Makemake war an enez da welout hag-eñ e oa kresket an niver a laboused, met debret e oa bet ar vioù gant an annezidi. Goude-se e voe degaset ar c'houblad gant Makemake e Viahu, e su an enez, met debret e voe c'hoazh ar vioù gant an annezidi. Bloaz goude c'hoazh e voe kaset ar c'houblad gant Makemake da grec'h ar menez-tan Rano Kau, e Vai a Tare e kornôg an enez. Ur vi hepken a voe lezet gant an annezidi, genel a reas dioutañ kentañ labous manu-tara (gwennili-mor) an enez. Ha bloaz goude e tistroas Makemake war an enez, met ar wech-se e lezas al laboused war an enezig Motu Nui, el lec'h ma teujont a-benn da c'houennañ en diwezh.
Neuze, goude-se, e krogas lid relijiel bloaziek an Tangata Manu (an den-labous). Bep bloaz, en nevezamzer hag evit an doue Makemake, un den hag a gavfe vi kentañ ar bloaz a vefe hanter-doue hag en defe titl-sakr an den-labous.
Fiesta Tapati
kemmañAbaoe 40 vloaz, e-penn kentañ ar bloaz, e vez ur gouel meur anvet ar Fiesta Tapati war Rapa Nui ; darvoud sevenadurel pennañ ar bloaz eo. Kurunennet e vez Tapati Rapa Nui, bravañ plac'h an enez. Se zo er c'hentañ koulz, ur mod da genderc'hel gant an hengoun rapanui en ur ebatal. E-pad div sizhunvezh e vez dispartiet ar gêriadenn e daou du ; pep hini anezho a zilenn ur plac'h, ha ret e vez degas poentoù dezhi dre c'hounez kenstrivadegoù hag a adsav ar sevenadur, ar sportoù hag an hengoun rapanui. Pep tra a vez notennaouet gant ur juri ; an titl a Rouanez Rapa Nui a vez deroet d'ar plac'h hag he deus dastumet ar muiañ a boentoù, hag e-pad ur bloavezh e vez hi arouez an hengoun sevenadurel.
An Haka Pei zo kenstrivadeg dañjerusañ ar gouel. Lakaet e vez tud en o gourvez ha staget e vezont ouzh garoù bananezenned a-raok bezañ lakaet da riklañ war diribin tor ar menez-tan Maungo pu'i ; ret eo diskenn ar buanañ ar gwellañ, betek 80 km/eur a-wechoù.
Un doare triatlon eo Ta'ua Rapa Nui, a vez redet e-kerzh ar Fiesta Tapati ivez. Teir amprouenn zo e toull-diskarg ar menez-tan Rano Raraku :
- treuziñ paludenn ar menez-tan war ur skafig korz ;
- redek tro-dro d'al lenn en ur zougen bananez dindan kazell, ha goude war lez an toull-diskarg ;
- adtreuziñal lenn war ur surf korz.
Kenstrivadegoù all zo : dansoù ha dilhad polinezian, kanaouennoù hengounel o kontañ mojennoù, c'hoarioù gant gwienn kanab (anvet kai kai), kizelladurioù war dodenn ar moai, tresañ ha fardañ troioù-gouzoug, keginerezh, ha kenstrivadeg labour-douar (bravañ frouezh ha legumaj an enez).
Liammoù diavaez
kemmañ- (es) (en) Museo de Rapanui
- (es) (en) Portal Rapa Nui
- (en) Haka Pei
- (en) Sacred Sites - Easter Island
- (en) Mysterious places - Easter Island
- (en) Easter Island travel guide war Wikivoyage
- (en) Easter Island Foundation