Kensonenn dre daravat
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn dre daravat (saoz.: fricative consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ma vez tostaet daou organ fonadur an eil ouzh egile betek ma vez fichet pe taravet red an aer o tont eus ar skevent.
Doareoù distagañ |
---|
Dre serriñ |
Klikoù |
Tarzhañ |
Strakal |
Entarzhañ |
Fic'hal |
Taravat |
C'hwitellat |
Heson |
Fri |
Stlakat |
Froumal |
Tostaat |
Linkus |
Vogalennoù |
Hantervogalennoù |
A-gostez |
Un doare kensonennoù dre daravat ispisial eo ar c'hensonennoù dre c'hwitellat (saoz. sibilant consonants) ma vez dambleget an teod dre e hed, da skouer [s], [z], [ʃ] ha [ʒ].
Setu ar c'hensonennoù dre daravat pennañ gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:
- [ɸ] kensonenn diweuz dre daravat divouezh, d.s. ain. フチ ([ɸu̜tʃi]; "mamm-gozh")
- [β] kensonenn diweuz dre daravat mouezhiet, d.s. spagn. lava ([ˈlaβa],; "gwalc'h")
- [f] kensonenn gweuz-dent dre daravat divouezh, d.s. bzh. fresk
- [v] kensonenn gweuz-dent dre daravat mouezhiet, d.s. bzh. da vreur
- [θ] kensonenn dent dre daravat divouezh, d.s. gres. θάλασσα ([ˈθalas̺a]; "mor")
- [ð] kensonenn dent dre daravat mouezhiet, d.s. kemb. ysgrifenyddes ([əsgriveˈnəðes]; "sekretourez")
- [s] kensonenn kevig dre daravat divouezh, d.s. bzh. kaset
- [z] kensonenn kevig dre daravat mouezhiet, d.s. bzh. zoken
- [ʃ] kensonenn drekkevig dre daravat divouezh, d.s. bzh. chupenn
- [ʒ] kensonenn drekkevig dre daravat mouezhiet, d.s. bzh. kejañ
- [ʂ] kensonenn trogil dre daravat divouezh, d.s. sin. 石 shí ([ʂ̠ɻ̩́]; "maen")
- [ʐ] kensonenn trogil dre daravat mouezhiet, d.s. pol. morze ([mɔʐ̠ɛ]; "ur mor")
- [ç] kensonenn staon dre daravat divouezh, d.s. skos. eich ([eç]; "kezeg")
- [ʝ] kensonenn staon dre daravat mouezhiet, d.s. gres. γεια ([ʝa]; "salut")
- [x] kensonenn drekstaon dre daravat divouezh, d.s. iwerzh. deoch ([dʲɔ̝̈x]; "evañ")
- [ɣ] kensonenn drekstaon dre daravat mouezhiet, d.s. tadj. ғарб ([ɣarb]; "kornôg")
- [χ] kensonenn huged dre daravat divouezh, d.s. arm. խնդրեմ ([χndɾɛm]; "mar plij")
- [ʁ] kensonenn huged dre daravat mouezhiet, d.s. djouang. roek ([ʁɔ̌k]; "c'hwec'h")
- [ħ] kensonenn gourlañchenn dre daravat divouezh, d.s. arab. واحد (['wæːħɪd]; "unan")
- [ʕ] kensonenn gourlañchenn dre daravat mouezhiet, d.s. tchetch. Iан ([ʕan]; "goañv")
- [ʜ] kensonenn ankoue dre daravat divouezh, d.s. dahol. [ʜaːɗo] ("bir")
- [ʢ] kensonenn ankoue dre daravat mouezhiet, sañset kavet e dargineg
- [h] kensonenn troc'h-avel dre daravat divouezh, d.s. al. haben ([ha:bn̩]; "kaout")
- [ɦ] kensonenn troc'h-avel dre daravat mouezhiet, d.s. zoul. ihhashi ([iːˈɦaːʃi]; "marc'h")
Kensonennoù dre daravat all:
- [ɕ] kensonenn kevig-staon dre daravat divouezh, d.s. pol. iść ("mont")
- [ʑ] kensonenn kevig-staon dre daravat mouezhiet, d.s. abc'h. ажьа ([aˈʑa]; "ar c'had")
- [ɧ] kensonenn staon-drekstaon dre daravat divouezh, d.s. rannyezhoù svedek skjuta ("tennañ")
- [ɬ] kensonenn kevig a-gostez dre daravat divouezh, d.s. kemb. Llydaw ("Breizh")
- [ɮ] kensonenn kevig a-gostez dre daravat mouezhiet, d.s. zoulou. dlala ([ˈɮaːla]; "c'hoari")
Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |