Kensonenn dent dre serriñ divouezh

LFE – niverenn 103 + 408
LFEunicode
LFE – skeudenn
X-SAMPA t_d
[[:Media:|Selaou]]

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel eo ar gensonenn dent dre serriñ divouezh treuzskrivet [t̪], da lâret eo an arouezenn [t] mui ur sin diakritek ispisial dindani evit diskwel e vez produet gant an dent, ganti an niverennoù dave 103 (arouezenn diazez [t]) + 408 (sin diakritek).

Ral a wezh e kaver kensonennoù dent rik e yezhoù, rak daoust ha ma vez deskrivet fonennoù 'zo evel kensonennoù dent, da skouer <n>, <t> ha <d> er yezhoù romanek peurliesañ e stok lodenn vrasañ ouzh ar c'hevig kentoc'h evit ouzh an dent daoust met renket e vezont alies evel kensonennoù dent kentoc'h evit kensonennoù kevig abalamour m'az eo kensonennoù lavnenn an teod re ar yzhoù romanek keit ha m'az eo kensonennoù beg an teod an c'hesnonennoù kevig damheñvel oute kavet e saozneg da skouer ha deskrivet int-i evel kensonennoù kevig.

Kavet a reer, avat, gwir kensonennoù dent distaget peurliesañ gant beg an teod hag ivez, raloc'h, gant lavnenn an teod, er yezhoù dravidek, en o zouez an tamileg hag ar malayalameg.

Doareoù resis

kemmañ
LFE Deskrivadur
plaen
t̪ʰ c'hwezhet
t̪ʲ staonkaet
t̪ʷ gweuzet
t̪̚ didarzh
t̪ʼ dre strakal

Skouerioù

kemmañ

Gwelit ivez:

kemmañ


  Kensonennoù Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Logigoù Drek-logigoù Kilbleg Rak-staon Staon Gouel Hugenn Gargadenn Ankoue Tarzh Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ɕ ʑ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.