Digeriñ al lañser pennañ

Kensonenn tro-gil dre serriñ divouezh

LFE – niverenn 105
LFEunicode ʈ
LFE – skeudenn {{{imagesize}}}
X-SAMPA t`
Selaou

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn tro-gil dre serriñ divouezh treuzskrivet [ʈ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 105.

Kavet e vez ar fonenn gensonennel-mañ koulz evel ur fonem, evel da skouer en holl yezhoù komzet en India, hag evel alofonenn [t] alies dirak ur [r] e yezhoù skandinavek 'zo, dreist-holl ar svedeg hag an norvegeg.

SkouerioùAozañ

Yezh Ger LFE Ster
Hindeg ठीक [ʈʰiːk] brav
Kannadeg ಟಠ್ಠು [tʌʈʈu] skeiñ
Malayalameg അഠുക [aʈuka] keginañ
Norvegeg (rannyezhoù reter ha kreiz) svart [sʋɑʈ] du
Pachtoueg ټول [ʈol] holl
Sañskriteg कोटि [koːʈi] krec'h
Sikilieg trenu ['ʈɽenu] tren
Svedeg karta [kʰɑːʈa] kartenn
Tamileg எட்டு [eʈʈɯ] eizh
Telougoueg టఠ్ఠు [tʌʈʈu] skeiñ
Ourdoueg آٹھ۔ [ɑːʈʰ] eizh
Welaytaeg [ʈaza] glizh

Gwelit ivez:Aozañ