Kensonenn dre entarzhañ

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn dre entarzhañ (saoz.: implosive consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn nann-skeventel ma vez produet a-drugarez d'ur red-aer war-du foñs ar genoù dre izelaat an troc'h-avel kentoc'h evit implijout ar red-aer boas o vont eus ar skevent hag o vont kuit dre ar genoù pe ar fri.

Doareoù distagañ
Dre serriñ
Klikoù
Tarzhañ
Strakal
Entarzhañ
Fic'hal
Taravat
C'hwitellat
Heson
Fri
Stlakat
Froumal
Tostaat
Linkus
Vogalennoù
Hantervogalennoù
Kostez

Kensonennoù dre serriñ eo an darn vrasañ eus ar c'hensonennoù dre entarzhañ, ha ral-kenañ eo kensonennoù entarzhañ dre daravat pe dre fic'hal.

Peurliesañ e vezont mouezhiet, daoust ha ma vez kavet kensonennoù dre entarzhañ divouezh ivez e krongoeg hag e kitcheg (quiche) ha dre n'eus arouezenn ispisial ebet evit o zreuzskrivañ e ranker ober gant sin an divouezhiañ, d.s.[ɓ̥].

Merket e vez ar fed ma vez distaget ur gensonenn dre strakal hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel dre stagañ ur c'hrogig ouzh an arouezenn a diskwel pe hini eo al lec'h distagañ pennañ, da skouer [ɓ].

Kavet e vez fonemennoù dre entarzhañ e 10%-15% eus yezhoù ar bed. Stank-tre e vezont kavet Afrika iskehederel ha stank a-walc'h ivez e gevred Azia hag implijet e vezont ivez en un nebeud yezhoù komzet tro-dro d'an Amazonas. A-hendall e vezont kavet e yezhoù resis zo eus Norzhamerika evel da skouer ar maidoueg hag ar yezhoù mayaeg, hag e sindeg komzet en India. Ne vezont ket kavet e yezhoù Europa nag er yezhoù komzet en Aostralia.

Setu roll ar c'hensonennoù dre dostaat gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:

  • [ɓ]: kensonenn diweuz dre entarzhañ mouezhiet
  • [ɗ̪]: kensonenn dent dre entarzhañ mouezhiet
  • [ɗ]: kensonenn kevig dre entarzhañ mouezhiet
  • [ʄ]: kensonenn staon dre entarzhañ mouezhiet
  • [ɠ]: kensonenn drestaon dre entarzhañ mouezhiet
  • [ʛ]: kensonenn hoged dre entarzhañ mouezhiet


  Kensonennoù Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Logigoù Drek-logigoù Kilbleg Rak-staon Staon Gouel Hugenn Gargadenn Ankoue Tarzh Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ɕ ʑ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ̟ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.


Gwelit ivez:Aozañ