Er yezhoniezh e vez implijet an termen hantervogalenn (saoz.: semivowel) pe hantergensonenn (saoz.: semiconsonant) evit komz eus vogalennoù nann-silabennek implijet a-gevret gant vogalennoù silabennek evit sevel diftongennoù. Lledlafariad a vez lavaret e kembraeg.


Hanterhent eo an hantervogalennoù ouzh ar c'hensonennoù dre dostaat (saoz. approximant) hag ar vogalennoù e-keñver o doare distagañ diouzh un tu hag heñvel int ivez ouzh ar c'hensonennoù e-keñver o mont-en-dro.

Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizhereneg fonetikel etrebroadel e implijer peurliesañ sin diaktrikel [  ̯  ] skrivet dindan ur vogalenn evit diskwel eo nann-silabennek daoust ha meur a wezh e reer heptañ evit aesaat an traoù.

Da skouer, bez' e c'heller treuzskrivañ ar ger saoznek wow [waʊ̯], ha daoust ha m'eo heñvel ouzh ar vogalenn [u] koulz [w] ha [ʊ̯] e vezont treuzskrivet gant arouezennoù disheñvel evit diskwel e rank dielfennañ an elfenn gentañ [w] evel un elfenn gensonennel keit ha ma rank bezañ komprenet an elfenn diwezhañ [ʊ̯] evel ur rann eus an diftongenn [aʊ̯]. Dre m'az ei strisoc'h (serroc'h) eviti ar sonenn dre dostaat [w] muioc'h kensonennlheñvel evit an hantervogalenn [ʊ̯] an hini eo ivez.

Dre m'eo tost an eil ouzh eben war al live fonetikel e vez implijet a-wezhoù an termenoù "sonenn dre dostaat" ha "hantervogalenn" evel ma vefent heñvelster. Disheñvel int avat ha termeniñ a c'heller an hantervogalennoù en un doare resisoc'h evel sonennoù dre dostaat o klotaat gant bep ur vogalenn, da lâret eo:

[j] a glot gant [i]
[w] a glot gant [u]
[ɥ] a glot gant [y]
[ɰ] a glot gant [ɯ]

Kavout a reer ivez e yezhoù evel an nepaleg, ar roumaneg hag ar samoaeg hantervogalennoù nann-silabennek [e̯] hag [o̯] o klotaat gant vogalennoù etre (saoz. mid vowel), da skouer:

Hantervogalenn serr kv. hantervogalenn greiz
samoaeg: ’auro [ʔau̯ɾo] ("aour") kv. ao [ao̯] ("koumoulenn")

Gwelit ivez: kemmañ